ProDG
Eus Wikipedia
ProDG (Pro Deutschsprachige Gemeinschaft en alamaneg) a zo ur strollad politikel a zifenn gwirioù an alamanegerien o chom e Rannvro alamaneger Belgia, d.l.e. kantonioù Eupen ha Sankt-Vith. Ezel eo eus Emglev Libr Europa. Savet e voe e 2008 diwar ar Partei der Deutschsprachigen Belgier (Strollad Alamanegerien Belgia).
E bal a zo anaoudegezh Alamanegerien Belgia evel ur gummuniezh yezhel gant an hevelep gwirioù hag ar c'hallegerien hag an nederlandegerien ha krouidigezh ur pevare rannvro a endalc'hfe an daou ganton ma komzer alamaneg. Oliver Paasch eo e brezidant
Kemer a ra perzh e gouarnamant ar gummuniezh alamanek, m'en deus daou zileuriad : Oliver Paasch ha Harald Mollers.
Liammoù diavaez [kemmañ]
(de) Lec'hienn ofisiel