Partido Andalucista

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Andnac2.jpg

Ar Partido Andalucista (Strollad andalouziek) a zo ur strollad broadelour eus an tu-kleiz eus Andalouzia. E proviñsoù Cádiz ha Sevilla eo oberiant dreist-holl met kinniget en deus danvez-kannaded e proviñsoù arall. Ur sez en deus gounezet zoken e parlamant Katalonia.

Krouet e voe ar strollad e 1971 dindan an anv Alianza Socialista de Andalucía (Kevread Sokialour Andalouzia). E 1976 e kemmas e anv da Strollad Sokialour Andalouziek ha da Strollad Sokialour Andalouziek-Strollad Andalouziek e 1979. E anv bremañ a voe asantet e 1984 hag e benn-sekretour a zo Julián Álvarez, maer kozh Écija.

Un nebeud a zisrannerien, bleiniet gant Pedro Pacheco o deus savet ur strollad nevez, Strollad Sokialour Andalouzia e anv, e 2001.

Liammoù diavaez[kemmañ]