François Alfonsi

Eus Wikipedia
François Alfonsi e 2018

François Alfonsi (Francescu Alfonsi e korseg) zo ur politikour broadelour eus Korsika.

Ganet eo bet en Aiacciu e 1953. Goude studioù e Pariz hag e Grenoble e teuas en-dro da Gorsika e 1976. Goude bezañ bet o kelenn en doa kavet labour en ADEME (Agence de l’Environnement et de la Maîtrise de l’énergie). Kroget en doa gant ar stourm politikel er bloavezhioù 1980, pa oa aet e-barzh ar strollad broadelour UPC (Unione di u Populu Corsu). Kuzulier e voe e Bodadenn Korsika etre 1987 ha 1998. Abaoe 2002 ez eo unan eus renerien ar PNC (Partitu di a Nazione Corsa).

Abaoe 2002 ivez ez eo maer kumun Osani. Dilennet eo bet da gannad e Parlamant Europa e miz Mezheven 2009, war listenn Europe Écologie


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.