Jakez-Erwan Mouton
Eus Wikipedia
| Jakez-Erwan Mouton | |
|---|---|
| Anv ofisiel | Jacques-Yves Mouton |
| Obererezh | Romantour, daneveller, barzh |
| Ganedigezh | 1957 |
| Yezh skrivañ | brezhoneg |
| kemmañ |
|
Jakez-Erwan Mouton a oa bet ganet e Sant-Maloù e 1957 zo kelenner ha skrivagner brezhonek. Bet eo kelenner war ar saozneg a-raok kelenn brezhoneg e Gwitalmeze.
[kemmañ] Skridoù
Embannet en deus danevelloù ha barzhonegoù e Skrid, Al Liamm, Brud Nevez...
Skrivet en deus un toullad pennadoù evit ar gazetenn brezhonek Ya !, er rubrikenn Soñjoù.
[kemmañ] Oberennoù
- Kammejou kenta, un dastumad barzhonegoù kentañ bet embannet gant Brud Nevez, 1990; ISBN 978-2867750892 ;
- Amba Odou, ur rentañ-kont eus div veaj en doa graet e Mali embannet gant Brud Nevez, 1995, 127 p., ISBN 2867751500 ;
- Mignon d'ar Sklaved, ur romant bet embannet gant Keit Vimp Bev, 2005, 96 p., ISBN 2868240666. Aet oa eil priz ar yaouankiz er rummad 6vet/5vet klas gantañ e 2005.
- Katrina, emb. Keit Vimp Bev, 2007, 52 p., ISBN 2-86824-092-5. Kentañ priz ar Yaouankiz 2007.
- Diougan Ketzalkoatl, emb. Keit Vimp Bev, 2007, 72 p., ISBN 2-86824-096-8. Eil priz ar Yaouankiz 2007.
- Ar C'hraken, emb. Keit Vimp Bev, 2009, 78 p., ISBN 978-2-86824-129-8.
- Ar Gitar Tredan, emb. An Alarc'h, 2010, 100 p. ISBN 978-2-916835-17-4.
- An Doubl, emb. Emgleo Breiz, 2010, ISBN 978-2359740059