Arthur Bernède

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arthur Bernède
Poltred gant Frédéric-Auguste Cazals

Arthur Bernède a oa ur romantour-pobl gall, bet ganet e Redon d'ar 5 a viz Genver 1871 ha marvet e Pariz d'an 20 a viz Meurzh 1937.

Strujus hag awenet-mat e ijin dre ma oa bet savet 243 oberenn gantañ pe dindan anvioù-pluenn Jean de la Périgne ha Roland d'Albret, barzhonegoù, c'hoariganoù, danevelloù, kontadennoù, romantoù ha pezhioù-c'hoari en o zouez. Krouet e oa bet gantañ tudennoù meur evel Belphégor (kentañ levrenn e 1927), Judex (1917) ha Mandrin deuet da vezañ kalz brudetoc'h eget o ijiner a-barzh fin ar gont. Betek taolioù-kaer Vidocq, penn ar Surentez (damofisiel adalek 1811), o devoa awenet ar romantour. Darn eus e romantoù a oa bet embannet dre bennadoù gant kazetennoù-pobl evel Le Matin, Le Petit Parisien ha Paris-Soir.

Skrivet en devoa senarioioù evit ar sinema ivez, evel hini Jean Chouan (Luitz-Morat) e 1925.

Aet e oa da Anaon e Pariz d'an 20 a viz Meurzh 1937, paket ma oa bet gant un taol-kalon goude dibunañ ur brezegenn dirak Kevredigezh al Lennegezh. Douaret e oa bet e bered L'Haÿ-les-Roses.