Sopron

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Šopron
Ödenburg (alamaneg)
Šopron (kroateg Burgenland)

Skoed-ardamez Sopron
Skoed-ardamez Sopron

Riez Hungaria
Rannvro (Megye) Győr-Moson-Sopron
Kod post 9400
Kod pellgomz (36) 90
Maer (Polgármester) Dezsõ Walter
Gorread 169.06 km²
Hed 16° 34' 49" R
Led 47° 41' 12" N
Uhelder 212 m
Poblañs hep kontoù doubl 55 932 (2001)
Stankter 330.84/km²

Sopron [ˈʃopron] (kroateg Burgenland: Šopron; alamaneg: Ödenburg) a zo ur gêr e Hungaria ar Gwalarn, lec'hiet 60 km nemetken eus Vienna (Aostria). Unan eus kêrioù koshañ ar vro eo: diazezet e oa gant ar Romaned hag a rae Scarbantia anezhi. Póncihter (< alam. Bohnenzüchter, "saverien fav") a vez graet eus Soproniz en hungareg.

Pa gouezhas Burgenland e dalc'h Aostria diwar feur-emglev Trianon e 1921, e voe lakaet Sopron da gêr-benn ar stad-kevredet-se gant gouarnamant Aostria. Dre ur referendom e chomas stag ouzh Hungaria avat. Abalamour da se e voe roet titr Civitas fidelissima ("kêr fealañ") dezhi gant gouarnamant Hungaria.

Etre 1946 ha 1989 e chome troc'het al liammoù sevenadurel hag armerzhel etre Sopron hag ar Burgenland. N'eo ket dre zegouezh ez eo bet diskaret ar Rideoz Houarn amañ da gentañ (d'an 2 a viz Mae 1989).

Panell-hent divyezhek e kreiz-kêr Sopron

Divyezhek (hungareger hag alamaneger) eo poblañs Sopron, hag an alamaneg a zo bet lakaet da yezh kenofisiel.

Monumantoù heverk[kemmañ]

  • Tűztorony (Tour an Tan)
  • Hűségzászló (Porzhed ar Fealded)
  • Storno-ház (Ti Storno)
  • Szent György-templom (Iliz St Jord)
  • Sinagogenn

Gevelliñ[kemmañ]

Sopron zo gevellet gant :

Liammoù diavaez[kemmañ]