Yann Tiersen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Yann Tiersen
Yann Tiersen 1.jpg
Anv Guillaume Yann Tiersen
Ganet d'an 23 a viz Even 1970
Brest, Breizh Breizh
Micher(ioù) Oberour, Sonaozour, Displeger
Benveg(binviji) Biolin, Piano, Gitar
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1995
Label(ioù) Ici d'ailleurs
Lec'hienn ofisiel http://www.yanntiersen.com

Guillaume Yann Tiersen, bet ganet e Brest d'an 23 a viz Even 1970, a zo ur sonaozour ha kaner gallek.

E vuhez[kemmañ]

Ez yaouank e tiskoueze Yann Tiersen bezañ troet gant ar sonerezh muioc'h eget gant ar skol. Tremen a reas e vugaleaj e Roazhon e-lec'h ma teskas seniñ violoñs ha piano, hag ivez ren ul laz-seniñ. Eus ur stummadur klasel, mont a ra war-zu ar rock pa oa gour. E-pad ar bloavezhioù 80 ez aio e meur a strollad disheñvel troet war ar rock, e Roazhon. Da c'houde e krogo da skrivañ pezhioù sonerezh evit ar c'hoariva pe evit filmoù berr.

E 1995 ez a maez e kentañ bladenn, La Valse des monstres, hag a stroll tammoù eus e labour graet evit ar sinema hag ar c'hoariva. Daou vloaz goude e embann ur bladenn nevez, Rue des cascades. An titl hag a ro e anv d'ar bladenn, kanet gant Claire Pichet, a zo implijet ur bloaz goude embann ar bladenn evit ar film La Vie rêvée des anges. Memes ma erru da vezañ anavezet e Roazhon ne teu ket a benn da vezañ anavezet gant ar selaouerien all.

Mont e-maez e bladenn Le Phare e 1998 a lako anezhañ da vezañ brudet, dreist-holl gant ar ganaouenn Monochrome e-lec'h ma gan Dominique A. Ar bladenn-se a lako anezhañ da dremen muioc'h-mui war ar radioioù ha da adembannañ e bladennoù aet maez a-raok. Er bloavezh-mañ e ra Yann Tiersen meur a abadennoù, hag e-pad an Transmusicales eus Roazhon, reiñ a ra un abadenn dreistordinal evit France Inter en abadenn C'est Lenoir eus Bernard Lenoir, gant meur a tud pedet : François Breut, Dominique A, The Married Monk, ar re dTêtes Raides, Mathieu Boogaerts, Bertrand Cantat (kaner Noir Désir) ha Neil Hannon (The Divine Comedy), hag ur bladenn az aio maez eus an abadenn-se : Black Session.

Yann Tiersen 4.jpg

Mont a raio maez ur bladenn all ar bloavezh-se, Tout est calme, un albom muioc'h rock ennañ.

Eus e kenlabour gant Bertrand Cantat ez aio maez e 1999 ur remix eus kanaouenn Noir Désir, A ton étoile, hag a zo war an albom One trip, one noise eus ar strollad-mañ.

Ret e vo gortoz betek 2001 evit klevet sonioù nevez gant e bladenn L'Absente, e-lec'h m'ho deus kemeret perzh kalz a arzourien. Ar memes miz ez a maez bandenn-son ar film Le Fabuleux Destin d'Amélie Poulain, hag a vo gwerzhet muioc'h eget 700 000 gwech. E Bro-C'hall e vo roet Victoire de la musique ar bandenn-son gwellañ dezhañ.

E 2002e keldalc'h Yann Tiersen da reiñ abadennoù, hag un albom-doubl live a za maez goude un abadenn dreistordinal e Pariz : C'était ici. Aze e vo ivez tud pedet eus e abadennoù tremenet met ivez tud nevez pedet.

E 2003 e ra bandenn-son evit ar film Good bye, Lenin!. Hagar bloaz goude e ra ur bladenn e daouad gant Shannon Wright.

Yann Tiersen 6.jpg

E bladenn diwezhañ, Les Retrouvailles, a zo aet maez e 2005. Yann Tiersen a lieskemment ar c'henlabour gant Jane Birkin, Dominique A, Miossec, Elizabeth Fraser (eus Cocteau Twins) hag ar c'haner Stuart Ashton Staples (eus Tindersticks).

Liammoù diavaez[kemmañ]