Biolin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Biolin, penn a-blaen, a-gostez, taol-zasson, kein, biolin a-gostez.

Ar violin eo ar bihanañ benveg-seniñ eus kerentiad ar c'herdin hag an hini en deus ar skeulenn skiltrañ. C'hoarvezout a ra peurvuiañ ur violin eus 71 elfenn e koad (pin-kroaz, skav-gwrac'h, beuz, ebena...) peget pe gronnet an eil ouzh egile. Seniñ a reer anezhi gant ur wareg (nemet evit ar pizzicato).

Dont a ra anv ar benveg eus an italianeg violino, stumm bihanaat viola, diwar al latin krenn vitula, a dalveze kement ha benveg dre gerdin. Deuet e da vezañ violin e saozneg ha violine en alamaneg. Er ger brezhonek poblek violoñs e weler un amprest diwar ar galleg violon. An anv "biolin" zo un anv nevez erbedet gant Pêrig Herbert ha Jil Ewan[1].

Ar benveg[kemmañ]

Parzhioù ar violin

Ur violin a zo ouzh e ober ur c'hef-dasson, un troad en astenn dezhañ, un douchenn war e c'horre hag ur rodell en e benn. Stegnet a-us d'ar c'hef, war ur pontig, peder c'hordenn, dalc'het war-bouez ul lostenn e traoñ ar c'hef ha dre stegnelloù eus tu ar penn. Un dezverk eus korf ar violin eo ar stumm anezhañ hervez tres un eurier-traezh, hag ar bolzek m'eo an taol hag ar strad. Tres an eurier-traezh zo ennañ daou gostez krec'h, daou gostez traoñ, ha daou gostez krouizet stumm ur 'C' dezho en "dargreiz", a ro lec'h evit ar wareg.

Ment[kemmañ]

Kemmus eo hirder ar violin. Graet e vez biolin anterin eus ur violin en he ment brasañ, hag implijet e vez gant ar violinourien deuet d'o ment. Ur violin anterin a zo peurvuiañ 36 cm hed, penn-da-benn ar c'hef-dasson (an troad lakaet er-maez neuze). Bez' ez eus un skeul nann kenfeurel a hedoù evit ar biolinoù : ar seizh eizhvedenn — a raer anezhi a-wezhioù biolin itron — (35 cm), an tri-c'hard (34 cm) ; an hanter (32,5 cm) ; da heul e kaver ar c'hard (29 cm), an eizhvedenn (26,5 cm), hag ar c'hwezekvedenn (22,5 cm), homañ ziwezhañ gouestlet d'ar violinourien yaouank-kenañ (3 bloaz peurvuiañ).

Ar c'hef dasson[kemmañ]

Taol-zasson a reer eus tu gorre ur violin. Oberiet eo gant daou damm pin-kroaz peget en o hed, baotet eo ha toullet a zaou vrenk dezho stumm un f, a zo o fal reiñ digor d'ar fraoñvoù a zeu eus ar c'hef-dasson. An tu traoñ, a reer peurliesañ ar c'hein pe ar strad anezhañ, a zo ouzh e ober ur pezh skav-gwrac'h, pe daou bezh peget kenetrezo war o hed. Baotet eo ivez met nebeutoc'h alies. War erien an daou du e spurmanter ul linenn zu doubl : an neudigenn. Dezhi ez euz daou bal : kenedel ha pleustrek (evit disteraat pe zilemel gweredoù stokoù-kostez a c'hellfe c'hoarvezout).

Ar c'hostezioù e skav-gwrac'h, a reer sklisennoù anezho, a c'hronn an taol-zasson hag ar strad a-benn stummañ ur voest a dalvez da gef-dasson. A-rez gant ar pontig, kostezioù ar violin o deus stumm ur C (kleuziet war-zu an diabarzh) : krouizadurioù int, dezho da bal aesaat tremen ar wareg.

E diabarzh ar violin e kaver an ene hag ar varrenn-zasson, o deus ur roll pouezus-kenañ a-fet klevedoniezh. An ene a zo ur granenn vihan a-serzh e pin-kroaz a liamm an daol-zasson ouzh ar c'hein. Lec'hiet dindan tu dehoù ar pontig, n'eo dalc'het en he flas ken nemet dre benn d'ar gwask graet war he daou benn. Ar varrenn-zasson a zo ur varrenn sapr peget ouzh an daol-zasson dindan tu kleiz ar pontig.

Er c'hef dasson an hini e kaver an dikedenn a veneg anv al luder en deus he oberiet hag ar bloavezh oberiañ.

An troad[kemmañ]

C'hoarvezout a ra eus ur pezh skav-gwrac'h a echu gant ar penn, kinklet gant ur c'haeradur dezhañ stumm un droellenn, ar rodell. En doare-oberiañ barok ha klasel, betek e-tro da 1800, troad ar violin a oa keidet ouzh al lazhenn ha tachet outi, tra ken. Bremañ emañ enklozet ha peget el lazhenn uhelañ.[2] War ar penn, stegnelloù a zo siket a-gostez a-benn kontrollañ tennder ar c'herdin. Aes da adanavezout dre he liv du, ur blakenn hir en ebena a reer an douchenn anezhi a zo peget war an troad. E dibenn an douchenn, a-rez gant penn ar violin e kaver ar gennig, pezhig ebena a dalvez da sturiañ ar c'herdin.

Ar c'herdin[kemmañ]

Materi implijet[kemmañ]

Elfennoù a bouez eus ar benveg eo ar c'herdin. E-doug ouzhpenn daou gantved e voent fardet gant bouzelloù pur ha kordenn sol hepken a veze kelc'hiet gant un neudenn arc'hant pe gouevr.

Ar bouzelloù implijet n'int ket re kizhier, evel a glever gouez d'un hengoun ledet-kenañ. Adkavout a reer ar fazi-mañ da skouer e termenadur fentus ar violin roet gant Ambrose Bierce e-barzh e Geriadur an Diaoul e 1911 :

« Biolin : benveg tonket da hiligañ divskouarn an den dre rimiañ lost ur marc'h war bouzelloù ur c'hazh »

E gwirionez, evit oberiañ kerdin bouzelloù e implijer toneg kreiz bouzellenn voan un dañvad, a zo gouzañvus ar gwiennoù anezhi. Meur a neudenn savet dre he didroc'hañ en he hed a vez gweet a-gevret (etre 3 ha 5 neudenn evit ur gordenn mi).

Dav eo d'ur gordenn vouzellenn bezañ kranennek war he hed, ingal he dreuzkiz hag he gwevnded, stirennek ha treuzwelus he liv. Ma yafe framm an danvez war devaat pe ma vije direoliek e zouester, kement-se a virfe a gendoniañ peurreizh. Sebastian Virdung e 1511 ha Mikael Agricola e 1528 o deus roet kemennoù a dalvez c'hoazh hiziv an deiz evit ensellet purded ur gordenn vouzellenn.

Abaoe derou an XXvet kantved, e reer hiviziken gant un neudenn zir evit kordenn mi. Diwezhatoc'h, ez eus bet lakaet ivez un rolladur aluminiom da gerdin la ha re, a zo graet ar graoñell anezho gant bouzelloù pe gwiennoù kevanaozet. An danvez diwezhañ-mañ a zo bremañ ar muiañ implijet (nemet evit an hensonerezh), dre ma n'eo ket ken kizidik ouzh an digeidañ, ha n'eo ket ken skoemp da oberiañ, e-se e c'hall bezañ produet hervez hentennoù greantel. Implijout a reer ivez aliezik kerdin-strad nezet dezho ur graoñell zir, a daol ur son sklaer hogen sec'h. Evit kendoniañ aesoc'h ar c'herdin dir, kalz kizidikoc'h ouzh an tennder, ez eus bet lakaet en o reizh gwikefreoù dre viñs dibar, siket ouzh al lostenn, ar stigneroù, anezho rodigoù munut.

Kudenn an tennder[kemmañ]

Ma vije an hevelep treuzkiz gant holl gerdin ur benveg, e vefe disteroc'h an tennder evit ar c'herdin-strad. Neuze ne vije ket ingal dasparzh ar gwask war an daol na zegemeradus sonusted ar c'herdin-strad dre benn d'ar gwan ma vije an dasson. Setu perak o deus ar c'herdin treuzkizoù disheñvel, hogen un tennder tost heñvel, a zo diouzh uhelvennad ar sonusted. Stignet e vez kreñvoc'h kordenn mi, a zo skoret war droad dehoù ar pontig, a-benn reiñ dezhi un nerzh hag ur sked brasoc'h. Ar benveg na fraoñv reizh en holl e barzhioù ken nemet pa vez tennder ar c'herdin en ur c'heñver rik.

Ar marc'hañ[kemmañ]

Ar pontig a zo un plankennig kizellet e skav-gwrac'h gwenn lec'hiet a-skouer gant an taol-zasson etre ar brenkoù hag a zo dezhi div gefridi. Delc'her a ra ar c'herdin en ur c'hefluniadur kromm (n'emañ ket ar c'herdin war an hevelep talenn), evit ma c'hallo pep hini bezañ rimiet distag. Ul levezon he deus ivez war sonusted ar violin, dre ma treuzkas fraoñv ar c'herdin d'an daol-zasson.

O vezañ m'emañ tener a-walc'h ar c'hoad implijet evit ar pontig, ha gant kordenn mi o waskañ kreñv war un takad bihan-tout (ur skouergorneg he gorread par da dreuzkiz ar gordenn liesaet gant treuz ar pontig), techet e vije ar gordenn-se da sankañ er c'hoad evel un orjalenn en amann. Setu perak ez eus un tammig kroc'hen taboulin etre ar pontig ha kordenn mi, pe neuze un granennig plasteg tro-dro d'ar gordenn, a vez staliet er memes lec'h pa cheñcher kordenn.

Stignet eo ar peder c'hordenn war-bouez ar stegnelloù. Tremen a reont dre ar gennig hag a-us d'ar pontig. Dalc'het int e sol ar violin dre ar lostenn, anezhi ur pezh du en ebena siket ouzh ar c'hef gant un nozelenn.

Ar c'herdin, eus an hini boudañ d'an hini skiltrañ a zo kendoniet dre bempedelladoù en doare a heul : sol, re, la ha mi.

Gwechall e raed skiltrenn ha boudenn eus kerdin mi ha sol. Kavout a reer roud eus kement-mañ e troidigezh hentenn Leopold Mozart da skouer. Hiviziken, e notenner ar c'herdin eus I da IV, en ur gregiñ gant hini ar mi.

An embreg[kemmañ]

Niverus-tre eo an teknikoù embreget war ar violin evit produiñ ur skalfad ledan a sonioù ha tennañ splet eus holl barregezhioù ar benveg.

Dorn dehoù[kemmañ]

  • Embreg boas : legato (liammet). Rimiañ a ra ar biolinour ar c'herdin gant ar wareg ha ne zistag ket peb notenn ; flour-kenan eo an embreg. Kaerañ ma c'haller ne oar ket skouarn an den digejañ etre bountet ha sachet. Gant an daou c'her-mañ e reer anv eus daou prantad mont-dont ar wareg : sachañ pa'z eer eus ar c'hil d'ar beg, ha bountañ en tu kontrol.
  • Morzholadenn : tardañ ar wareg goude ur prantad hir pe hiroc'h a ro an tu da droc'hañ ar son hag evel-henn da zistagañ bep notenn. Pa loc'her eo peget ar wareg ouzh ar gordenn, neuze e skañvaer trumm ar wask en ur zieubiñ ar wareg, hag e c'hoarier gant tizh ar wareg ; er beg (pe e forzh peseurt lec'h all m'eo bet divizet harpañ an notenn) eo skoret ar gwareg war ar gordenn gant gwask ar biz-yod tra ken.
  • Staccato : un aridennad morzholadennoù an hini eo. Gallout a reer ober staccato en hevelep gwaregadenn, pe en ur sachañ ha boutañ bep eil notenn.
  • Lammoù. Ar wareg, a zo kromm un disterañ he gwialenn, a ro an tu d'ober meur a seurt lamm e-ser c'hoari :
    • Dazlamm : pa adlamm meur a wezh ar wareg war ar gordenn e-kerzh ur waregadenn, un dazlamm an hini eo. Kemmañ a ra tizh un dazlamm hervezh pelec'h e loc'her anezhañ (war-zu ar beg, e vez primoc'h un dazlamm) hag hervez uhelder an adlamm.
    • Saltato, d.l.e. lammiket. Ar wareg, pa vez lec'hiet en e greiz, en em lak dioutañ e-unan da lammikat (da zistokañ berr-ha-berr diouzh ar gordenn) keit ha ma sacher ha bounter a bep eil buan a-walc'h, kement-mañ en ur waskañ kentoc'h gwan gant ar biz-yod.
    • Spiccato : en drederenn gentañ pe en eil kard eus ar wareg, ez eus anv ag ober d'ar wareg lammat dre ur fiñv mont-dont gant an arzorn (ha neket ar vrec'h a-bezh), a rank chom oueskl-tre.
  • Kerdin doubl, klotadoù. War div gordenn nes e c'haller lec'hiañ ar wareg, ha seniñ div lodenn zisheñvel war un dro. Gallout a ra ivez ar biolinour, en ur bouezañ un tamm muioc'h war ar wareg, lakaat teir c'hordenn hogos war ar memes talenn ha seniñ ur c'hlotad a 3 notenn kazi er memes prantad. Evit klotadoù peder c'hordenn, kement-mañ a vije dic'hallus a-grenn, ha dishiliadiñ a reer ar c'hlotad, da lavaret eo e soner div gordenn zoubl da heul (sol-re a-gevret, heuliet gant la-mi a-gevret). Kemmoùigoù a c'hoarvez a-wezhioù evit en em ober ouzh stil ar pezh, pergen evit ar c'hlotadoù er pezhioù barok.
  • Piñsadenn. Gant ar pizzicato, e piñs ar biolinour ar c'herdin gant an dorn dehoù. Implijet eo peurvuiañ an technik-mañ evit an eilerezh pe er pezhioù jazz.
  • Lec'hiañ. Gallout a reer lakaat ar wareg e lec'hioù disheñvel, pergen
    • hanter-hent etre ar pontig hag an douchenn (doare boas) ;
    • tost eus ar pontig, evit gounit nerzh ha korf ;
    • kazi war ar pontig (sul ponticello), evit ur son c'hwitellus tre, terzhiennus, skiltr-kenañ, gwan a-wezhioù ;
    • war an douchenn (sul tasto), evit ur son diamen ha dihegar, a reer gwenn anezhañ a-wezhioù.
  • Col legno : n'eo ket mui ar reun a stok ouzh ar gordenn, koad ar wareg an hini a ra. Gant an dister m'eo an disoc'h a zeu diwar rimiañ ar gordenn (kazi diheverz eo ar son), kaoz a zo kentoc'h eus stekiñ ouzh ar gordenn, evit kaout un doare toserezh dibar . Deut eo an teknik-se da vezañ brudet a-drugarez d'ar pezh Meurzh e anv, tennet diwar Ar Planedennoù, gant Holst.
  • Marellañ. Kaoz a zo a dremen buan eus ur gordenn d'he amezegez. Neuze e c'haller seniñ notennoù gant ul lusk prim-kenañ, ha dibunañ troc'hadoù en un doare arvestus pa ne c'houlennont ken nemeur a strivoù gwirion, da skouer un taol-brikañ (boazet kenañ) war kerdin sol - re - la - mi - mi - la - re - sol.

Dorn kleiz[kemmañ]

  • Embreg boas : dont a ra bizied an dorn kleiz da waskañ ar gordenn war an douchenn e seurt da verraat hirder homañ ziwezhañ. An hirder, a-gevret gant an tennder, a dermen uhelded an notenn. Evezhiadenn : dre ma servij ar biz-meud da zerc'hel an troad hepken, ober a reer biz kentañ eus ar biz-yod, ha kement zo betek ar 4re biz nemetken.
  • Treuztroadañ. Teknik hollbouezus, a dalvez kement ha dilec'hiañ an dorn kleiz a-hed an troad, pezh a ro an tu da seniñ notennoù skiltroc'h war an hevelep kordenn. A-drugarez dezhañ e c'hell skeulenn ar violin, a save c'hoazh da ziv eizhvedellad ha ziv donenn, mont div eizhvedellad pelloc'h. Gant ur reizhiad bizdalc'hoù e vez merket an hedoù ma ranker dilec'hiañ an dorn kleiz.
  • Froumig. Dont a ra ar froumig diwar fiñv an arzorn hag hini penn ar bizied, war-raok ha war-gil, war ar gordenn. Kemmet eo savied an notenn evel-henn, o tiskenn en tu-mañ da talvoud boas an notenn hag o pignat en-dro. Dibab a reer tizh ha ampled ar froumig e seurt da glotaat gwellañ ma c'heller gant neuz ar pezh. Distag eo an div arventenn-se ha da heul e c'haller krouiñ meur a varienn gant kengejoù disheñvel a dizh hag a ampled. An ampled brasañ boazet er sonerezh klasela zo bihanoc'h a-galz eget un hanterdonenn.
  • Fringol hag aridennad : gant an teknikoù-se ez eus anv a seniñ buan-kenañ a bep eil div notenn etrezo esaouennoù a c'hall mont eus un eilvedellad leiañ (un hanterdonenn) betek ur pervedellad kresket (c'hwec'h hanterdonenn). O embregañ a reer en ur lezel biz an notenn diazez pouezet war an troad, tra ma pouezer ha saver ar biz all a bep eil, buan pe vuanoc'h, war an notenn uhel. An diforc'h etre fringol hag aridennad a reer diouzh an esaouenn (en tu-mañ pe en tu-hont eus un donenn).
  • Ledsonioù. A-wezhioù e vez pouezet un disterig ur biz en ul lec'h resis eus ar gordenn, hep gwaskañ, e seurt da harpañ modoù froumañ zo : pa lakaer e viz e-kreiz ar gordenn da skouer e vez lamet ar mod diazez ha klevet a reer neuze dreist-holl al ledson kentañ, un eizhvedellad uheloc'h eget an notenn a vez tapet war ar gordenn-se en he frankiz. An notennoù-se a reer ledsonioù anezho ha ur sonusted fleütheñvel o deus.
  • Kerdin doubl. Bep a dammig e tesk ar biolinour ren peb biz unan hag unan ha gant resisted, betek seniñ notennoù disheñvel diouzh renk war div gordenn, pe lakaat war un dro e bevar biz war bep a gordenn ha kemmañ bizdalc'h meur a wezh da heul. Sed un embregadenn skoemp-kenañ a-fet reizhded.
  • Pizz dorn kleiz. Anv a zo amañ a biñsat ar gordenn gant bizied an dorn kleiz. Evel-se, e vez piñset gant an 4re biz m'emeur o c'hoari gant an 3, gant an 3 m'emeur o c'hoari gant an 2l, ha c'hoazh, hag implijet ar wareg m'emeur o c'hoari gant ar 4re biz (bezañ evel-se ur seurt « biz ouzhpenn »). Implijet alies er pezhioù-vailhantiz (da sk. : 24re Froudenn Niccolò Paganini).
  • Glissando : ruzañ a ra ar biz a-hed ar gordenn e-ser pouezañ warni. Heverk-kenañ eo ar gwered, a c'hell bezañ pleustret war un esaouenn a ziv eizhvedellad, eus ar strad d'ar barr, pe en tu kontrol. Kavet e vez skouerioù splann gant Ravel, evit efedoù aroueziek (avel, kri evned).
  • Glissando ledsonek : evel m'hen dikouez e anv, meskañ daou deknik, a dalvez kement ha lakaat ar biz da ruzañ war ar gordenn hep pouezañ warni. Spinañ a ra ar biz tro ha tro ledsonioù naturel ar gordenn ha ledsonioù faos, c'hwitellus, difraezh ha tanav. Ravel hen implij ivez evit drevezañ an evned, met ar skouer estlammusañ eus ar mod c'hoari-se a zo digoradur ar c'horollarvest An evn tan gant Stravinsky, lakaet en implij gant hemañ evit an holl gerdin.

Istor[kemmañ]

Orin[kemmañ]

Ar binvioù-seniñ dre gerdin koshañ a veze dreist holl kravet (da sk. al lourenn c'hresian). Binvioù dre wareg a c'hellfe bezañ kellidet e sevenadurioù war-varc'h eus Kreiz Azia, ur skouer a zo ar benveg Mongolian Morin huur :

Ar varc'hegerien turk ha mongol eus donvro Azia a voe biolinourien gentañ ar bed moarvat. O biolinoù a-serzh div gordenn dezho a zo kordennet gant kerdin reun kezeg, sonet gant gwaregoù reun kezeg, ha diskouez a reont alies penn ur marc'h kizellet e dibenn an troad... Ar biolinoù, arvoudoù, ha gaolbiolinoù a sonomp hiziv, zo kordennet c'hoazh o gwaregoù gant reun kezeg, a zo un hêrezh eus ar gantreidi[3].

Peadra zo da grediñ en em ledas en diwezh ar binvioù-se war-zu Sina, Indez, hag ar Reter-kreiz, lec'h ma emdrojont da vinvioù evel an erhu (Sina), ar rebab (Reter-kreiz), hag an esraj (Indez). Ar violin en e stumm a-vremañ a ziwanas e deroù ar XVIvet kantved en norzh Italia, e-lec'h ma talc'he kêrioù-porzh Venezia ha Jenoa liammoù don dre hentoù kenwerzh an Impalaerezh Mongol.

Ijinadenn[kemmañ]

Ar violin europat modern a emdroas diwar lies benveg dre gerdin gwareget a voe degaset eur ar Reter-kreiz[4]. Sur a-walc'h ez amprestas ar saverien biolinoù kentañ diwar tri seurt benveg boas : ar rebed, en implij abaoe an Xvet kantved (deveret e-unan eus ar rebab arab), biol an Azgivinelezh, hag al lira da braccio[5]. Unan eus deskrivadurioù fraezh koshañ ar benveg, doare d'e gendoniañ hag all, a gaver en Epitome musical gant Jambe de Fer, embannet e Lyon e 1556[6]. D'an ampoent e oa krog dija ar violin d'en em ledañ dre Europa a-bezh.

Ar violin teuliaouet koshañ dezhi peder c'hordenn, evel ar violin a-vremañ, a voe oberiet e 1555 gant Andrea Amati. (Biolinoù all, teuliaouet un tamm mat abretoc'h, n'o doa ken nemet teir c'hordenn.) Da hollvrudet ez eas kerkent ar violin, e metoù ar sonerien straed kement hag e-touez an noblañs, evel m'en diskouez ar 24 biolin bet gourc'hemennet gant ar roue gall Charlez IX digant Amati e 1560[7]. Ar violin koshañ deuet betek ennomp, deiziataet e-barzh, a zeu deus an teskad-mañ, bet oberiet e Cremona w.-d. 1560, hag ober a reer ar "Charlez IX" anezhi. "Ar Mesiaz" pe "Le Messie" (a reer ivez ar "Salabue" anezhi) oberiet gant Antonio Stradivari e 1716 a chom flamm-flimin, pa n'eo morse bet implijet. Lec'hiet eo bremañ en Ashmolean Museum eus Oxford[8].

Pezh-aoter San Zaccaria (munut), Venezia, Giovanni Bellini, 1505

Al luderien vrudetañ etre diwezh ar XVIvet kantved hag an XVIIIvet kantved a gaver en o zouez :

  • Tiegezh luderien italian Amati, Andrea Amati (1500-1577), Antonio Amati (1540-1607), Hieronymus Amati I (1561-1630), Nicolo Amati (1596-1684), Hieronymus Amati II (1649-1740)
  • Tiegezh luderien italian Guarneri, Andrea Guarneri (1626-1698), Pietro (eus Mantua) (1655-1720), Giuseppe Guarneri (Joseph filius Andreae) (1666-1739), Pietro Guarneri (eus Venezia) (1695-1762), ha Giuseppe (del Gesù) (1698-1744)
  • Tiegezh Stradivari (1644-1737) eus Cremona
  • Tiegezh luderien italian Gagliano, Alexander, Nicolò I ha Ferdinand dreist ar re all
  • Giovanni Battista Guadagnini eus Piacenza (1711-1786)
  • Jacob Stainer (1617-1683) eus Absam en Tyrol

Kemmoù[kemmañ]

C'hoarvezout a reas kemmoù heverk e doare sevel ar violin er XVIIIvet kantved, dreist-holl en hirder ha korn an troad, evel gant ur varrenn-zasson pounneroc'h. Ar vras eus ar binvioù kozh o deus gouzañvet ar c'hemmoù-se, da heul ez int en ur saviad disheñvel a-walc'h diouzh o hini pa kuitajont daouarn o oberierien, gant kemmoù hep mar ebet er son hag en dastaol[9]. Met ar binvioù-se en o stad a-vremañ eo o deus termenet ar pimpatrom evit oberiezh ha son ar violin, hag obererien biolin dre ar bed a-bezh a glask tostaat gwellañ ma c'hellont eus an uhelvennad-se.

Betek hiziv, ar binvioù eus "Oadvezh Aour" al luderezh, dreist-holl ar re oberiet gant Stradivari ha Guarneri del Gesù, eo ar re a zo ar muiañ klask war o lerc'h ken gant dastumerien ken gant sonerien.

Abaoe 1950 ez implijer adarre muioc'h mui evit jubenniñ sonerezh abred (1600-1830), biolinoù en o stad orin, a reer anezho hiziv biolinoù barok. Neoazh ne reer ket bepred gant ar c'hendoniañ mod barok dre ma ne oa ket termenet al la en un doare unvan, ha n'eus chomet doare ebet evit termeniñ un dalvoudenn bezet ur maread hag ul lec'hiad. Brasjedet ez eus bet hervez an drovezhioù hinouriezh hag ar boazioù rannvroel talvoudoù etre 390 Hz ha 415 Hz, met anavezout a reer talvoudoù dibar a 465 Hz.

Biolinoù divoas[kemmañ]

Klasket ez eus bet kemmañ meur a wezh ar patrom klasel, pe e sell da wellaat ar son, pe evit tennañ splet eus danvezioù ha teknikoù nevez.

Biolin Savart[kemmañ]

Biolin Savart

Félix Savart a lakaas en e reizh en XIXvet kantved ur violin stumm un tristurieg d'he c'hef dasson, gant brenkoù eeun. Reizhabeg stumm ar c'hef a oa mont dreist ar skoilh a veze eus stumm bolzek an daol a-fet emastenn ar son, tra ma stumm ar brenkoù da bal dezhañ strishaat ar gorread kollet a-rez gant an digoroù-se dre-benn d'o stumm doare un ƒ, a sav d'un drederenn gouez d'e vrasjedadennoù. Kavout a rae da d-Tolbecque e tenn ar violin-se d'ur « gozh megin gegin » tra ken, ha « siwazh, evit a sell ar son, ne oa ket deuet gwelloc'h emichañs »[10]. Miret e vez ur skouerenn anezhi e Skol Liesijinerezh Palaiseau.[11]

Biolin Chanot[kemmañ]

Biolin Chanot

Ar violin kinniget gant François Chanot e 1819, ma chome tostoc'h eus stumm hollek ar benveg, a oa ivez disheñvel-mat eus ar patrom. An daol hag ar strad n'o doa korn ebet a-rez gant ar c'hrouizadurioù, ar brenkoù a oa anezho faoutoù digemm o led a heulie bevennoù an daol, eilpennet e oa ar penn evit lakaat aesoc'h en he flas an eil kordenn, hag ar c'herdin a veze staget neket ouzh al lostenn met war-eeun ouzh an daol. Diframmañ an daol a oa disoc'h ar c'hraf diwezhañ-mañ, ha goude barnadennoù meuleudius-kenañ a-zivout ar sonusted, keñveriet gant hini ur Stradivarius, hag a-zivout ar priz (kant skoed), ne voe ket degemeret ar benveg a-vras.[12]

Biolin Suleau[kemmañ]

Loc'hañ a reas Suleau gant ar soñj e oa ret brasaat gorread froumadus ar violin a-benn kreñvaat nerzh ar son. Pa ne c'halle na ledanat re ar c'hef, nag e zonaat diharz, na kemmañ e hed abalamour da voazioù ar violinourien, divizout a reas kleuziañ irvi, reteret a-skouer gant ar gwiennoù, en ur zelc'her war un dro un tevder digemm d'an daol, ar pezh a rae d'an daol bezañ heñvel ouzh un heuliad gwagennoù ingal pa veze gwelet a-gostez. Dre ma ne oa ket an disoc'hoù a-fet son diouzh ma c'hortoze e klaskas lakaat an irvi memes tu ha gwiennoù ar c'hoad, en aner.[13]

Biolin Stroh[kemmañ]

Biolin Stroh

Augustus Stroh a empentas hag a breouas e 1899 ur violin hep taol, deskrivet evel-henn[14] :

« Lec'hiet eo ar pontig e seurt da dreuskas ar froumadennoù skañvañ d'ul loc'h ; emañ al loc'h e-unan e kenere gant ul lienenn aluminiom, distag. Lodenn bennañ ar violin eo al lienenn-se ; hi an hini eo a ro d'ar son an nerzh ret ; staget eo war-bouez div gib kaoutchoug ouzh framm ar violin. E-kichen al lienenn e tigor ur drompilh vetal a dalvez da greñvat ar sonioù. »

Pa veze graet « danvez roue ar c'hlaviaz » anezhi e deroù e implij, e voe implijet biolin Stroh ur mareadig evit an enrolladennoù sonskriverez, diskoulmet e veze kudenn ar mikrofonoù nemeur kizidik. Aet eo e implij war zisteraat ingal da c'houde, peogwir eo rouez an testenioù war e zivout, pelloc'h eget at bloavezhioù kentañ, ha n'emañ ket en hor c'herz roadennoù a rofe da c'houzout pet skouerenn a zo c'hoariet hiziv an deiz.

Biolin Tolbecque[kemmañ]

En e levr e tispleg Auguste Tolbecque en deus oberiet ur violin a zo lec'hiet ar brenkoù anezhi war ar sklisennoù, a-rez gant ar c'hrouizadurioù[15], kement-se bepred e sell da chom hep koll un drederenn eus gorread an daol a-rez gant ar pontig. Neoazh, n'eus ket en hor c'herz muioc'h a roadennoù a denn ouzh an implij anezhi.

Biolinoù tredan[kemmañ]

Biolin dredan 5 kordenn dezhi

E diwezh ar bloavezhioù 1930 ez eus bet lakaet en o reizh biolinoù klevet-ha-tredan dezho ur c'hef kleuz gant luderien evel Victor Pfeil, Oskar Vierling, George Eisenberg, Benjamin Miessner, George Beauchamp, Hugo Benioff hand Fredray Kislingbury. Ar re gentañ d'e implijout a oa sonerien jazz pe diseurtaj. Diwezhatoc'h ez eus bet empentet biolinoù tredan hepken, memes doare hag ar gitar tredan e gorf fetis ijinet e 1942. Implijet eo bet e doare jazz gant Jean-Luc Ponty peurgetket, hag e doare diseurtaj gant ar ganerez Catherine Lara ha gant ar jubennourez yaouank Vanessa-Mae.

Danvezennoù nevez[kemmañ]

E tro ar bloavezhioù 1990, ez eus bet lakaat e reizh biolinoù gant gwiennoù karbon dezho ur splet dreist : o friz izel a-walc'h. Ne servijont an aliesañ ken evel biolinoù studi. Ma 'z int bet dibabet gant sonerien zo evit sonadegoù abalamour d'o ferzhioù a nerzh, a sklaerded hag a meizusted, ez eus kavet dezho goude hir embreg ez int ennoeüs, gant ar « plaen » m'eo ar son, heñvel bepred forzh peseurt arliv a vo lakaet en embreg, hep eztaolusted.[16] Aes-tre eo anavezout ar biolinoù-se dre-benn d'o zaol zu a gaver warni ur c'harezennadur teñval munut.

Biolin eus ar rummad Silent gant Yamaha.

E 2002 e kinnig ar c'hevredad Yamaha e rummad Silent ma kaver en e ser biolinoù a reer didrouz anezho (hesonoc'h evit gwir) dre ma fazi ur c'hef-dasson dezho. Pourvezet eo an amplaat a-drugarez d'ur reizhiad elektronek kontet ennañ ur ragamplaer. Kemer a reont nebeutoc'h a lec'h a-dreuz hag a-led a-drugarez da waregennoù lem-laka. Kement-mañ a zo splannoc'h evit a sell gourbiolinoù ar rummad, a c'hall diskenn o led betek 10cm goude bezañ bet divarc'het ent darnel. Sevel a ra priz biolinoù ar rummad-se da 760 € mui pe vui.[17]

Gildas Bellego en deus lakaet en e reizh ur violin ouzh e ober un daol e pin-kroaz mui ur strad hag sklissennoù e gwiennoù karbon ha polietilen. N'eus korn ebet nag er c'hef abalamour da dres an daol hag ar strad heñvel ouzh biolin Chanot, na kennebeut er juntadurioù strad-sklissennoù ha sklissennoù-taol. Dre ma ne sav ken nemet da 15 niver ar pezhioù da varc'hañ gant moulladur ar strad astennet-se, digreskin a ra ar priz war un dro, da 2000 €.[18]

Savet he deus an embregerezh stadunanat QRS « Virtuoso Violin », ur violin a son e-unan kevrollennoù er furmad MIDI, a-drugarez d'ur reizhiad gwikefreoù evit ar wareg ha d'ur reizhiad tredanwarellek evit termeniñ savied an notennoù.[19]

Implij ar benveg[kemmañ]

Sonerezh klasel[kemmañ]

Abaoe ar marevezh barok eo bet ar violin unan eus pennañ binvioù ar sonerezh klasel, evit meur a abeg. Merzet e vez son ar violin a-us da vinvoù all, e-se e tegouezh evit seniñ ar gerzenn. Etre daouarn ur soner ampart ez eo mibin-kenañ ar violin, ha gallout a ra embreger steudadoù notennoù prim ha diaes.

Mont a ra biolinoù d'ober ul lodenn vras eus ur c'hlaviaz, hag ar peurvuiañ ez int ingalet e div gevrenn a reer ar biolinoù kentañ hag an eil biolinoù anezho. Gant ar sonaozourien e vez fiziet alies ar gerzenn er biolinoù kentañ, tra ma son an eil biolinoù klotadoù, tresoù eiladur pe ar gerzenn un eizhvedellad izeloc'h eget ar biolinoù kentañ. Heñvel eo ar gont evit ur pevarad-kerdin en deus rollennoù evit kentañ hag eil biolinoù, kement hag ul rollenn arvoud, hag ur benveg strad, evel ar gaolbiolin pe, ral a wezh, ur gourbiolin.

Barrek eo ar binvioù dre gerdin da seniñ e ne vern pe savied, alese, etre daouarn sonerien ampart, e teu ur skalfad boemus a livaduroù klotadek, a ra d'ar binvioù bezañ eztaolus-kenañ. Emañ an ampartiz-se en he barr gant toniaoueg ar pevarad-kerdin : enni, kemmoù levn eus un ton d'egile hag eus ur c'hlotad d'egile a grou ur seurt bed heson peurechu ma klever zoken teirvedelladoù o tiñsal, leun o dasson.

Jazz[kemmañ]

Ar menegoù koshañ eus abadennoù jazz oc'h implijout ar violin evel benveg solo a gaver e-barzh teulioù dekvedoù kentañ an XXvet kantved. Joe Venuti, anezhañ unan eus kentañ biolinourien jazz, a zo anavezet evit e labour gant ar gitarour Eddie Lang e-doug ar bloavezhioù 1920. Abaoe ar maread-se ez eus bet meur a violinour primaozer en o zouez Stéphane Grappelli, Stuff Smith, Regina Carter, Johnny Frigo, John Blake ha Jean-Luc Ponty. Daoust dezho na vezañ da gentañ-penn biolinourien jazz, Darol Anger ha Mark O'Connor o deus tremenet ul lodenn vat eus o red-micher o seniñ jazz.

Kavout a reer ivez biolinoù e klaviazoù a ambroug paot a enrolladennoù jazz.

Pop[kemmañ]

Betek ar bloavezhioù1970, ar bras eus doareoù pop a implije kerdin dre wareg. Ar gompagnunezh Motown, hollvrudet er Stadoù-Unanet Amerika, a rae un implij stank anezho er bloavezhioù 1960 ha 1970, kement ma oa deuet da vezañ ur seurt sinadur. Doreoù sonerezh pop koshoc'h, er-maez eus luskad ar rock'n roll da nebeutañ, a oa tuet da implijout klaviazoù hengounel-tre, a-wezhioù lod bras-kenañ ; gallout a reer menegiñ da skouer "Crooneroù" stadunanat evel Bing Crosby. Kement-mañ hor c'has betek sonerezh disco ar bloavezhioù 1970 evel I will survive gant Gloria Gaynor ha Love's theme gant Love Unlimited Orchestra.

Gant ar Sonerezh electronek o tiorren er bloavezhioù 1980 ez eo aet o impij war-gil, dre ma oa bet kemeret o lec'h gant kevrennoù kerdin kevanaozet. Koulskoude, petra bennak m'eo treut implij ar violin er sonerezh rock, liammoù en deus gant ar rock araogennour (da sk. The Electric Light Orchestra, King Crimson, Kansas) ha brasoc'h c'hoazh eo e lec'h gant strolladoù eus al luskad kendeuziñ arnevez, The Corrs pergen. Lodek eo bet an violin er sonerezh Folk-rock breizhveuriat, evel e skouerioù a seurt gant Fairport Convention ha Steeleye Span.

Leun eo sonerezhioù pop indezat hag arabek a sonioù biolinoù, ken unsoner ken a-stroll.

E-doug ar bloavezhioù 1990 ha 2000 e voe gwelet aliesoc'h biolinoù er sonerezh rock. Gant Yellowcard e voe zoket fiziet er benveg ur roll kevetal da hini ar gitar e kalz eus o kanaouennoù. Anavezet mat eo Smashing Pumpkins evit o c'hevrennoù diwar biolinoù, ha Saul Davies eus James, a zo ivez ur gitarour, a voe enfredet er strollad evel biolinour.

Arzourien dizalc'h evel Owen Pallet hag Andrew Bird o deus ivez adlañset an evezh evit ar benveg. Gant ar strolladoù dizalc'h e vez embreget alies doareoù kempenn nevez ha divoas, pezh a ro dezho muioc'h a frankiz evit lakaat ar violin en implij eget d'o genseurted eus ar meurembregerezhioù. Implijet eo bet er rumm post-rock gant strolladoù evel Sigur Rós, Zox, Broken Social Scene, ha A Silver Mt. Zion. En ur c'henarroud a sonerezh diazeet war ar stokellegoù eo bet implijet zoken ar violin tredan gant strolladoù evel The Crüxshadows.

Sonerezh klasel India[kemmañ]

Un darn pouezus-meurbet eus sonerezh klasel Su-Indezat (Sonerezh karnatek) eo ar violin. Krediñ a ra d'an dud eo bet degaset e-barzh an hengoun Su-Indezat gant Baluswamy Dikshitar. Goude ma voe implijet da gentañ-penn evel benveg eilerezh en deus tapet brud evel unanbenveg er c'hlaviazadur. Sonaozourien filmoù poblek evel Ilaiyaraaja o deus graet un implij ledan eus ar violin e-ser kempenn o sonerezh.

Sonerezh hengounel[kemmañ]

Evel meur a venveg all implijet er sonerezh klasel e tever ar violin eus hendadoù pell a veze implijet er sonerezh hengounel. Da heul ul lankad a ziorren fonnus e diwezh an Azgivinelezh, en Italia dreist-holl, e oa gwellaet ar violin (e-keñver nerzh, sonliv ha mibinded), kement ha ken bihan ma teuas da vezañ neket hepken ur benveg a-bouez-kenañ evit ar sonerezh arzel, met ivez unan e-tailh da hoalañ sonerien hengounel. E fin ar gont, ar benveg nevez en em ledas pell hag a bep tu, en ur gemer a-wezhioù lec'h binvioù dre wareg koshoc'h. Gant an etnosonourien eo bet arsellet e implij ledet en Europa, Azia, hag Amerikaoù.

Gant pobloù 'zo eo bet dioroet teknikoù-seniñ dibar. Gallout a reer menegiñ e kreiz-Europa ar Jipsianed hag an Achkenazed (sonerezh Klezmer) ; en norzh-Europa an Norvegiz ha pobloù an Inizi predenek, an Iwerzhoniz pergen (hag o deus levezonet don sonerezh-pobl ar Stadoù-Unanet). E su-Amerika en deus graet ar violin e dreuz ken e-touez an henvroiz (re ar sevenadur Guaraní pergen), ken e metoù ar c'herioù a boblañs europat evel en Arc'hantina e-lec'h m'eo bet ganet an Tango.

E Breizh ez eus testenioù niverus (adalek ar XVIIvet kantved da nebeutañ) eus e implij gant sonerien hengounel er vro a-bezh. Padet en doa daoust da gevezerezh an akordeon betek ar brezel 1914 da nebeutañ e meur a gornad, evel e goueled-Leon, tro-dro da Lannuon, da Bontivi, da Bennmarc'h, en Inizi Groe hag ar Gerveur. Aet e oa e implj war goazhañ avat betek mare folk revival ar bloavezhioù 1970, ma chome c'hoazh un hengoun bev d'ober gant ar violin e Bro-Roazhon, Bro ar Vez, ha Bro-Pentevr pergen. Da neuze, ez eus deuet war wel sonerien mennet da zaspugn an hengoun bev ha d'e lakaat da genderc'hel, war un dro gant sonerien levezonet gant hengoun an Inizi Predenek (re Bro-Skos hag Iwerzhon dreist-holl, zoken ma ranker menegiñ hiniennoù ha strolladoù saoz a-bouez, evel Steeleye Span ha Fairport Convention). Krouet o deus ar re-mañ ur stil evit seniñ gant ar violin, war un dro gant ar fleüt-treuz, tonioù a veze boazet gant an daouad biniou-bombard.

Biolinourien breizhat heverk[kemmañ]

Biolinourien iwerzhonat heverk[kemmañ]

  • Tommy Peoples (the Bothy Band 1975)
  • Frankie Gavin (Dé Danann)
  • Charlie Lennon
  • Andy Mc Gann
  • Kevin Burke (the Bothy Band 1976-1978, Patrick Street)
  • Seán Keane (the Chieftains)
  • Liz Carroll
  • Paddy Glackin
  • Cathal Hayden
  • Gerry O'Connor
  • Mairéad Ní Mhaonaigh (Altan)
  • Eileen Ivers
  • Mary Custy
  • Martin Hayes
  • Seamus & Manus Mc Guire

Da selaou[kemmañ]

Un dibab oberennoù brudet bennak[kemmañ]

Ratreañ[kemmañ]

A-raok seniñ, e lakaer rousin war ar wareg.

Fiziologiezh[kemmañ]

Plastegezh an empenn[kemmañ]

Gant plastegezh an empenn e reer anv eus barregezh an empenn da gemmañ e framm pe e mont en-dro goude e staliadur e-kerzh ma vez ganet en egin.

Strafuilhoù[kemmañ]

Gwelet ivez[kemmañ]

Daveennoù[kemmañ]

  1. Hor Yezh, 11 niverenn etre 1980 ha 1982
  2. Le violon, une introduction à son histoire, à sa facture et à son jeu, Eduard Melkus, Van de Velde, ISBN 2-85868-097-3
  3. The Silk Road: Connecting Cultures, Creating Trust, Silk Road Story 2: Bowed Instruments. Smithsonian Center for Folk life and Cultural Heritage.
  4. The NPR® Classical Music Companion: Terms and Concepts from A to Z.
  5. Arkenberg, Rebecca (October 2002). Renaissance Violins. Kavet d'an 2006-09-22.
  6. Deverich, Robin Kay (2006). Historical Background of the Violin. Kavet d'an 2006-09-22.
  7. Bartruff, William. The History of the Violin. Kavet d'an 2006-09-22..
  8. Violin by Antonio Stradivari, 1716 (Messiah ; le Messie, Salabue). Cozio.com..
  9. Richard Perras. Violin changes by 1800. Kavet d'an 2006-10-29..
  10. Tolbecque, chap. À propos de la structure des voûtes, p. 195-196
  11. Notenn : ur luc'hskeudenn tennet eus dastumadenn ar skol a c'heller gwelet amañ
  12. Tolbecque, chap. À propos de la structure des voûtes, p. 196-197
  13. Tolbecque, chap. À propos de la structure des voûtes, p. 198
  14. Sciences-Art-Nature, Tolbecque, chap. À propos de la structure des voûtes, p. 201
  15. Tolbecque, chap. À propos de la structure des voûtes, p. 199
  16. Laboratoire d'acoustique musicale, Université Pierre-et-Marie-Curie, Rapport quadriennal d'activité années 2000-2003, p. 34 du danevell furmad pdf.
  17. Science et Vie, n°1046, p. 133, miz Du 2004
  18. Science et Vie, n°1050, p.134, miz Meurzh 2005
  19. Science et Vie, n°1059, p.158, miz Kerzu 2005

Liammoù diabarzh[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

-->