Skouergorneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un hirgarrezenn 5 war 4

E mentoniezh, ur skouergorneg (pe hirgarrezenn) zo termenet evel ul lun pevarzuek, dezhañ pevar c'hogn zo holl skouer[1].


Perzhioù eeun[kemmañ]

Kement pevarc'hostezeg a zo ur skouergorneg m'en deus pevar c'horn skouer.

Kement pevarc'hostezeg a zo ur skouergorneg ma'z eo keit e dreuzvegelloù.

Kement pevarc'hostezeg a zo ur skouergorneg ma kroaz e dreuzvegelloù en o c'hreiz rik.

Kement pevarc'hostezeg a zo ur skouergorneg ma'z eo keit e gostezioù enep, daou-ha-daou.

Kement pevarc'hostezeg a zo ur skouergorneg ma'z eo kenstur e gostezioù enep, daou-ha-daou.


Perzhioù resiprokel[kemmañ]

Kement pevarc'hostezeg en deus pevar c'horn skouer a zo ur skouergorneg.

Kement pevarc'hostezeg en deus tri c'horn skouer a zo ur skouergorneg.

Kement pevarc'hostezeg en deus treuzvegelloù keit a groaz en o c'hreiz a zo ur skouergorneg.

Kement kensturieg en deus ur c'horn skouer a zo ur skouergorneg

Kement kensturieg zo keit e dreuzvegelloù a zo ur skouergorneg

Perzhioù all[kemmañ]

Ar skouergornek en deus daou ahel simetriezh, e vedianoù. Ar skouergorneg en deus ur c'hreiz simetriezh a zo kreiz intersektiñ e diagonalennoù.

ur garrez zo ur seurt skouergorneg ispisial, dezhañ pevar c'hostez keit ; da lâret eo, ur garrezenn zo un skouergorneg hag ul lankell war un dro.


Gorread un hirgarezenn a vez jedet o lieskementiñ e hirder hag e lec'hed ; gant arouezioù : A=hl. Da skouer, gorread un hirgarrezenn dezhi 5 hirder ha 4 lec'hed a zo 20, rak 5 \times 4 = 20.


notennoù[kemmañ]

  1. Gerioù heñvelster: skouergorn/skouergogn .g -ioù, reizhkorneg/reizhkogneg g. -où, reizhkorn/reizhkogn g. ioù.