Skeulenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

E sonerezh, ur skeulenn zo hollad an notennoù a c'haller implijout en ur velodienn pe pa soner ur benveg-seniñ.

Evit deskrivañ an hollad-se ha komz eus an toniezh, da lâret eo eus ar c'heñverioù framm etre an notennoù, e taolenner diwar ziviz heuliad an notennoù disheñvel eus ur skeul, war lec'hed un eizhvedellad, an notennoù sonet en eizhvedelladoù uhelañ pe en eizhvedelladoù izelañ o vezañ taolennet gant o heñvelstumm en eizhvedellad dave.

Dre vras[kemmañ]

Unan eus perzhioù pennañ ar sonioù sonerezh eo o « uhelder », naoutur keñverel zo kizidik outi hon divskouarn hag a lakaer da glotañ dre skiant-prenañ gant o zalm, braster fizikel a c'haller muzuliañ hag a c'hell bezañ studiet war-bouez jedadennoù. Daoust ma anavezer ar braster fizikel-se abaoe nebeutoc'h evit daou-c'hant vloaz hepken, kement-se n'en deus ket miret ouzh damkanourienn an Henamzer da sevel keñverioù etre an notennoù hag an niveroù rak merzet o doa e oa kenfeur uhelder ar son skignet gant ur gordenn o froumal pe tuellenn ur benveg-seniñ gant hirder ar re-se. Gouest eur hiziv an deiz da brouiñ ez eo kenfeur war an tu-gin talm ar sonioù skignet gant ar c'horfoù-se hag o hirder hag, abalamour da-se, o doa gellet jedonourien an amzer dremenet prederiañ en un doare reizh diwar-benn an akoustik daoust ma n'anvezent tra diwar benn damkaniezh an anadennoù froumerezh hag ar gwagennoù digemm.

Anavezout a reer abaoe pell reolenn hevelpted an eizhvedelladoù : daou son, dezho talmioù o deus ur c'henfeur eus 1 da 2, « a son » en un doare ken heñvel ma roer ar memes anv d'an hevelep notennoù.

Ur wezh anavezet an eizhvedellad evel an hed sonerezh eeunañ e oa ret he rannañ en hedoù bihanoc'h rak drezi hec'hunan ne c'hall ket servijout da sevel sonerezh. Termeniñ ur skeulenn sonerezh zo eta termeniñ un hentenn da rannañ an eizhvedellad e hedoù sonerezh bihanoc'h.

Daoust ma'z eo dizehan heuliad an talmioù son e lec'hed un eizhvedellad, ne implijer ket peurliesañ sonioù zo amreol penn-da-benn o zalm, ha kement-se kement evit abegoù sonerezh hag evit abegoù teknek stag ouzh ar benvegoù-seniñ gant sonioù digemm. Ar benvegoù-seniñ lavaret « gant sonioù digemm » eo ar re na c'hallont skignañ ken un niver sonioù resis, dezho uhelderioù divizet en a-raok, ha n'eo ket sonioù amreol o uhelder : ar piano da skouer (ur son dre douchenn) a c'haller enebiñ ouzh ar violoñs.

Un niver hentennoù zo evit rannañ un eizhvedellad e tammoù bihanoc'h. Holl an hentennoù-se n'int ket talvoudus :

  • dleet eo d'an niver a hedoù bezañ izel a-walc'h, mod all pep hini anezhe zo re vihan hag an notennoù lerc'h-ouzh-lerc'h zo re dost evit lakaat kemm etrezo gant an diskouarn ;
  • dleet eo d'an heuliad hedoù choazet klotañ gant notennoù a c'hall bezañ sonet war un dro, a-unliv an eil gant ar re all hep displijout d'ar selaouerien. (naouturioù kensoniezh pe hesoniezh ha dihesoniezh) ;
  • Dleet eo d'an hedoù, hep bezañ heñvel-poch, rannañ an eizhvedellad en un doare ingal a-walc'h da c'hallou treuzlec'hiañ ar sonerezh.

Er sonerezh kornogat, tri seurt skeulennoù o deus graet berzh, gant o eilstummoù :

Reizhiadoù sonerezh tost a-walc'h int (gant 12 hanter-don dre eizhvedellad) da c'hallout seniñ un oberenn sonerezh e forzh pe hini eus ar reizhiadoù-se hep distummañ anezhi en un doare re vras.


Levrlennadurezh[kemmañ]

  • Devie Dominique, Le tempérament musical, philosophie, histoire, théorie et pratique, Librairie Musicale Internationale, Marseille (eil embannadur 2004).
  • Heiner Ruland, Evolution de la musique et de la conscience - Approche pratique des systèmes musicaux, Editions Anthroposophiques Romandes, Genève (distribution SOLEAR, Paris, 2006).
  • Burns, Edward M. 1998. "Intervals, Scales, and Tuning." In The Psychology of Music, eil embannadur , embannet gant Diana Deutsch, 215–64. New York: Academic Press. ISBN 0-12-213564-4.