Kazh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Kazh ti
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Isskourad : | Vertebrata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Felis | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Felis silvestris catus Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar c'hazh (liester kizhier), pe kazh doñv, a zo ul loen-ti doñvaet gant an dud a bell zo. Flour eo e vlevenn. Miaoual a ra ha rouzmouzat, pe lavarout e bater. Brudet eo ar c'hizhier da logota. Kelinañ a ra ar gazhez.
Taolenn |
[kemmañ] Skiant
Ur bronneg bihan eo, ha kigdebrer, hag an hini anavezetañ eus ar c'hazheged. Renket e vez er c'herentiad Felidae hag en isspesadFelis silvestris catus p'eo bet e c'hourdad ar c'hazh gouez (Felis silvestris).
Bevañ a ra ar c'hazh nes-tre d'an den abaoe 3.500 vloaz d'an nebeutañ pa implije Henegiptiz kizhier a-leizh evit diwall o grignoloù diouzh al logod ha diouzh ar c'hrignerien all. Bremañ eo deuet ar c'hazh da vezañ al loen ti stankañ.
Enrollet e vez lignezoù kizhier 'zo evit ma vefent disklêriet evel kizhier a-ouenn hag ar marilh a vez anvet ar pedigree (ger saozneg). Kenstrivadegoù etre perc'henned ha saverien-kizhier a vez aozet evit keñveriañ al loened ha dibab pere a zo an nesañ d'ar patrom termenet evit pep gouenn pe pep isgouenn. Koulskoude, nebeutoc'h eget 1% eus niver an holl gizhier a zo loened a-ouenn.
Renket e vez ar c'hizhier all etre kizhier ti hir o blev ha kizhier ti berr o blev.
[kemmañ] Dezverkoù
[kemmañ] Dezverkoù fizikel
Pouez ur c'hazh zo etre 2,5 ha 7 kilogramm (ral a wech en tu-hont da 10 ha betek 23 pa vezont dreistvaget). Bezañ dreistvaget n'eo ket mat evit yec'hed ar c'hazh hag en deus ezhomm bras da bleustriñ e gorf ha da gaout ur reol-voued aozet mat, dreist-holl pa vez miret ar c'hizhier er gêr. Ar c'hizhier bihanañ eo re ar ouenn treid-du (war-dro 2 gilogramm).
Pa vezont dalc'het e-barzh an tiez e c'hell ar c'hizhier bevañ e-pad 15-20 vloaz, hag anavezout a reer ur c'hazh hag en deus bet bevet betek 36 vloaz. Bevañ a ra pellikoc'h peurliesañ ar c'hizhier ti pa ne vezont ket aotreet da vont er-maez (izelaet eo an arvar diwar emgannoù ha darvoudoù marvel) hag ivez pa vezont difrouezhet (kizhier-mamm) pe spazhet (targizhier). War-zigresk e laka an oberatadennoù-se ar riskloù war krign-bev ar c'helloù pe ar vierezoù. Ar c'hizhier-mamm a c'hell chom hep tapout krign-bev en o bronnoù pa vezont difrouezhet a-raok kasha pe kaout ar c'hentañ klodad . Bevañ a ra ar c'hizhier dizoñv (deuet da vezañ gouez en-dro) war-dro daou vloaz (keidenn) pe nebeutoc'h peurliesañ (nemet e Roma e-lec'h ma vez graet war o zro gant tud a-youl-vat).
An darnvuiañ eus ar c'hizhier o deus divskouarn sonn ha rouez eo an divskouarn pleget evel m'o deus ar chas. P'eo fuloret pe spontet e kas ar c'hazh e zivskouarn en a-dreñv p'emañ o krozal pe o pufal. E pep skouarn ez eus 32 gigenn hag e c'hell bezañ fiñvet ar skouarn hec'h-unan.
Evit mirout o energiezh e kousk ar c'hizhier muioc'h eget meur a loen ha mui-oc'h-mui en o buhez. Keitat an eurioù kousket bemdez a zo 13 pe 14, met 12 pe 16 ivez. A-wechoù ez a betek 20 eur diwar 24.
Gwrezverk normal e gorf a zo 39 pe 40 derez Celsius (37 evit an dud).
Kredet e vez eo gouest ar c'hazh da zibradañ bewech war e bavioù met n'eo ket gwir e pep degouezh. Gwir eo koulskoude e c'hell ar c'hazh p'emañ o kouezhañ lakaat e gorf da weañ dre dastaol. Dont a ra eus e varregezh evit lakaat e gorf gwevn war e gempouez. Kavet e vez unan eus an abegoù e-barzh e livenn-gein 60 mell enni (34 hepken evit an Den). Gant-se e c'hell al loen ober ur c'hamm don gant e c'hein.
Ar c'hazh, an dremedal hag ar jirafenn eo ar pevarzroadeged nemeto a c'hell keflusk pavioù ur gostezenn asambles (hag an hini all goude). Pa vez kaoz eus ar c'hezeg a lakaer d'ober evel-se dre ar pleustriñ e vez graet ar paz-inkane eus al lusk-se. E-touez al loened doñv n'eus nemet ar c'hizhier hag a vale war o bizied (evit-se e vezont anvet digitigradioù).
[kemmañ] Gweled
Mat-tre eo gweled ar c'hizhier e-pad an deiz, met dibar eo ar gweled e-pad an noz ivez. P'eo skedus-tre ar goulou, an iris a zeu da vezañ ur faout moan-tre evit diwall ouzh ar retina a resev re a c'houlou ha tachenn ar gweled a vez strishaet. Bez' e c'hell ar c'hizhier gwelout pa vez nebeut-tre a c'houlou p'o deus e-barzh al lagad un organ ispisial anvet an tapetum lucidum . Evel an darn-vuian eus ar breizherien, e wel o daoulagad war-eeun asambles ha diouzh-se n'eo ket mat ar gweled war ar c'hostezioù. N'o deus ket ar c'hizhier ur gweled aes gant an tri liv : pa sellont pell e teuz al livioù en o daoulagad.
[kemmañ] Selaou
[kemmañ] C'hwesha
Barregezh war ar c'hesha a zo 14 gwech brasoc'h eget hini an Den, rak div wech muioc'h a gelliged santus zo e fri ar c'hizhier ken e c'hellont santout traoù na vezont ket santet gant an dud.
[kemmañ] Mourroù
[kemmañ] Kundu sokial
[kemmañ] Yec'hedoniezh
[kemmañ] Lavaroù ha krennlavaroù
- Biskoazh kemend-all! Lonket ar c'hazh gant ar c'hig-sall!
- Pa vez moan ar gazhez E vez sur eus he bloavezh.
- P’en devez un den ur c’hazh da foetañ, koulz eo e foetañ diouzhtu.
- Kazh maneget n’eo ket mat da logota.
- Kazhig a vale a lip e bav An hini a chom e-kichen an tan A chom da viaoual gant an naon.
- Pa vez ar c’hazh tost d’al laezh e oar lipat an dienn.
- Ur c’hozh kazh a gar logod yaouank.
- Kazh skaotet En devez aon rak dour bervet.
- Pa zeu ar c’hizhier d’an haleg Echu d’ar goañv kalet.
[kemmañ] Troioù-lavar
- Kazh born: den aonik
- Kazh gleb: den aonik pe mezhek
- Aozañ yod d’ar c’hazh: ober ul labour didalvoud;
- Bezañ dall e gazh: na gompren netra, chom berr hep gallout respont.
- C’hoari mil ha kazh : lotiri
- Kas ar c’hazh (gant ub): mont kuit eus e lajeiz hep paeañ ar feurm.
- Kas ar c’hazh d’ar gêr da ub. : kas an dorzh d’ar gêr da ub.
- Kas ur c’hazh da vartolod: e veuziñ.
- Mont e daol da gazh: c’hwitout war e daol.
- Mont gant ar c’hazh: mont kuit eus e lajeiz hep paeañ ar feurm.
- Mont kuit a bazoù kazh : didrouz
- Mont kuit evel ur c’hazh gleb: en un doare mezhus
- Ober kazh e-lec’h ober mil: c’hwitout war e daol.
- Sachañ ar c’hazh d’ar gambr: suc’hellat
- Skuilhañ daeroù daeroù kazh: gouelañ hep bezañ trist.
- Tennañ ar c’hazh a-zindan ar gwele: klask gouzout ar wirionez digant un den
- Treiñ ar c’hazh dre e lost: ober netra
[kemmañ] Gerioù deveret
- kazh-banal
- kazh-dour, anv all an dourgi
- kazh-faou, kazh-koad, kazh-pin, anv all ar gwiñver
- kazh-gouez
- kazh-haleg, bleuñv
- kazh-mor, kazh-rous, anvioù all d'ar vorc'hast
- kazh-prad, anv all ar c'hoz