Boris Vian
Eus Wikipedia
Boris Vian a oa ur barzh, skrivagner ha soner gall ganet d'an 10 a viz Meurzh 1920 ha marvet d'an 23 a viz Even 1959.
Goude studioù evit bezañ ijinour e stagas gant ur vuhez arzel liesseurt ha pinvidik.
Sonerezh [kemmañ]
Soner trompilh e oa e kluboù Saint-Germain-des-Prés.
Savet en deus meur a ganaouenn evel Le déserteur, La java des bombes atomiques pe La Complainte du progrès.
Levrioù [kemmañ]
Dindan al lesanv Vernon Sullivan e skrivas 3 romant (J'irai cracher sur vos tombes, Les morts ont tous la même peau, Et on tuera tous les affreux) a dreveze ar romantoù du amerikan.
Romantoù all (L'écume des jours, L'arrache coeur...) ha pezhioù-c'hoari a skrivas dindan e wir anv a ziskouez splann e ijin barzhel.