Afonso Iañ Portugal
Eus Wikipedia
- Ur bajenn disheñvelout Afonso Henriques zo ivez.
Afonso Henriques, pe Afonso Iañ Portugal, ganet e Guimarães, pe Viseu, e 1109 (?), ha marvet e Coimbra d'ar 6 a viz Kerzu 1185 , a voe kentañ roue Portugal e 1139. Lesanvet e voe O Conquistador, O Fundador pe O Grande dre an abeg ma aloubas kalz douaroù.
Mab e oa da Henrique de Borgonha, pe Herri Bourgogn, kont Portucale , ha da Deresa, infantez rouantelezh León, ha kontez Portucale, ur gontelezh e-barzh rouantelezh León .
Dimeziñ ha bugale [kemmañ]
Dimeziñ a eure da Mafalda de Sabóia, kontez Savoia ha Maurienne (1125 - 1157), anavezet ivez evel Matilda Savoia .
Seizh bugel o doe, hag o mab Sancho Iañ a voe roue war e lerc'h.