Walter Frentz

Eus Wikipedia
Walter Frentz ha Leni Riefenstahl o filmañ ar c'hoarioù olimpek e Berlin e 1936

Walter Frentz (21 a viz Eost 1907 e Heilbronn6 a viz Gouere 2004 en Überlingen) a oa ur c'hameraour, produer filmoù ha luc'hskeudenner a gemeras perzh e propaganda an Trede Reich. Labourat a reas evel kameraour gant Leni Riefenstahl etre 1939 ha 1945. Filmañ ha luc'hskeudenniñ pennoù-bras ar strollad nazi, Hitler en o zouez, a reas.

Enepyuzev e oa, hag ezel e voe eus SS azalek 1933[1].

Repuiñ a reas er Führerbunker e-pad emgann Berlin, hag e guitaat a reas gant Martin Bormann d'ar 24 a viz Ebrel. Harzet e voe gant an Amerikaned, ha dieubet c'hwec'h miz goude.[1]. Goude-se e kendalc'has da labourat evel luc'hskeudenner ha sevener filmoù : reportajoù ha filmoù sport a save. Betek e varv e voe e darempred gant tud bet e servij ar Reich[1].

E-touez e luc'hskeudennoù brudetañ emañ an hini ma weler pennoù-bras nazi, Hitler en o ozuez, dirak an Tour Eiffel e Pariz d'an 23 a viz Even 1940, ha re all bet tapet er Berghof[1]. Kouchadurioù dic'hortoz ha nevezinti (skeudennoù liv da skouer) a implijas da vrudañ an ideologiezh nazi[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 "Edition : Au coeur du IIIe Reich", Le Point, 24 a viz Gwengolo 2008.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • Hans Georg Hiller von Gaertringen (dindan renerezh) : L'Oeil du IIIe Reich, Walter Frentz, le photographe de Hitler, rakskrid gant Fabrice d'Almeida, Perrin, 2008
    • Hans Georg Hiller von Gaertringen (Hrsg.) ; Das Auge des Dritten Reiches. Hitlers Kameramann und Fotograf Walter Frentz ; Deutscher Kunstverlag ; München, 2006
    • Yves le Maner hag André Selier ; Bilder aus Dora. Zwangsarbeit im Raketentunnel 1943-1945 ; Westkreuz-Verlag ; Berlin/Bonn, 2001

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]