Ludwig Stumpfegger

Eus Wikipedia

Ludwig Stumpfegger (11 a viz Gouere 1910 e München - 2 a viz Mae 1945 e Berlin) a voe mezeg Hitler azalek 1944. Ar grad diwezhañ a voe roet dezhañ a oa SS-Obersturmbannführer.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumpfegger a voe skorer ar c'helenner Karl Gebhardt e sanatoriom Hohenlychen. Arbennig war ar sport e oa. Setu perak e voe ezel eus ar skipailh mezegiezh da vare C'hoarioù olimpek Berlin hag e-pad C'hoarioù olimper ar goañv e Garmisch-Partenkirchen e 1936.

E 1939 e voe lakaet Hohenlychen dindan dalc'h ar Schutzstaffel. Stumpfegger a labouras dindan renerezh ar vezeien Gebhardt, Fritz Fischer ha Oberheuser. Kemer a reas perzh e taolioù-arnod war brizoniadezed kamp-diouennañ Ravensbrück. E-touez an taolioù-arnod-se e oa treuzlakaat eskern ha kigennoù.

E 1945, da vare emgann Berlin, e labouras evit Hitler er Führerbunker dindan renerezh ar mezeg Theodor Morell. Diwar urzh ar Führer e roas sianur da Blondi, ar c'hi a oa bet profet da Hitler gant Martin Bormann: Hitler a felle dezhañ gwelout pegeit e padfe ma tivizfe ar jeneraled alaman en em lazhañ dre lonkañ sianur. Hervez testoù zo en dije Stumpfegger sikouret Magda Goebbels da lazhañ he bugale.

D'ar 1añ a viz Mae e klaskas tec'hout eus ar bunker asambles gant Martin Bormann hag Artur Axmann. Axmann a yeas diouzh e du goude ur pennad, rak aon eus ar soudarded rusian. A-hervez en dije gwelet a-bellik korfoù Bormann ha Stumpfegger, marv o-daou, sklêrijennet o fenn gant skeud al loar. Met hervez testoù all en vije aet Stumpfegger da guzhat ha d'en em lazhañ gant Bormann dre lonkañ sianur er Berlin Lehrter Bahnhof. Kement-se a zo bet diskouezet da wir war-lerc'h e 1999 pa oa bet studiet relegoù Bormann bet kavet e 1972. Tammoù gwer a oa bet kavet war al lec'h, bured ar sianur.

Er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er film Der Untergang (2004) ez eo an aktor Thorsten Krohn a c'hoari perzh Stumpfegger.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Die freie autoplastische Knochentransplantation in der Wiederherstellungschirurgie der Gliedmaßen. Erfahrungen und Ergebnisse. In: Deutsche Zeitschrift für Chirurgie Bd. 259 (1944), S. 495–746
  • Angelika Ebbinghaus (Hrsg.): Vernichten und Heilen. Der Nürnberger Ärzteprozess und seine Folgen. Aufbau-Verlag, Berlin, 2003
  • Jochen von Lang: Der Sekretär. Martin Bormann, der Mann, der Hitler beherrschte. Weltbild-Verlag, Augsburg, 2004

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dielloù diwar-benn Stumpfegger war lec'hienn Deutsche Nationalbibliotek