Siegfried Knappe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Siegfried Knappe (15 a viz Even 19171añ a viz Kerzu 2008) a oa ofiser er Wehrmacht e-pad an Eil Brezel-bed. Da vare emgann Berlin e voe e-karg eus ar rentaoù-kont pemdeziek er Führerbunker.

E vuhez[kemmañ]

Knappe a oa letanant kanolierezh er 1 Panzerarmee pa gemeras perzh en emgann Frañs. Goude emgannoù ar 14 a viz Even 1940 e kanol an Ourcq e voe roet ur vedalenn (Kroaz houarn a eil renk hag ivez Arouez du ar re c'hloazet) dezhañ peogwir e oa bet gloazet (aet e oa ur boled en e zorn). Kaset e voe da Alamagn en-dro d'an 19 a viz Even. Goude-se e vrezelias war dalbenn ar reter hag e-pad Koulzad brezel Italia. Ar Groaz houarn 1añ renk a resevas da enoriñ e galonegezh e-pad Taol Barbarossa e 1941. Div wech ouzpenn e voe gloazet, ha lakaet e voe da gomandant.

Da vare dibenn ar brezel ez eas da repuiñ er Führerbunker ma labouras dindan urzhioù ar jeneral Helmut Weidling. Weidling eo a zezrevellas dezhañ ar galv d'ar vrezelourien alaman diwezhañ da zilezel o armoù. Goude ar brezel e tivroas d'ar Stadoù-Unanet gant e familh. Eno e skrivas e eñvorennoù embannet e saozneg dindan an titl Soldat: Reflections of a German Soldier, 1936-1949. E eñvorennoù a voe implijet da sevel ar film alaman Der Untergang (2004).