Auto de fé

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Auto de Fe Francisco Ricci (1683) — Museo del Prado, Madrid

Un auto de fé ([‘awtɔde’fe :]), pe auto-de-fé, anavezet ivez evel auto da fé, zo un termen portugalek ha spagnolek, deuet eus al latin actus fidei a dalv kement hag akt a feiz. Aotodafe eo ar stumm brezhonek[1].

Da gentañ e veze devet levrioù difeiz, evel a reas Paol Tars er Iañ kantved.
Goude e voe "embannet barnidigezhioù" an Inkizision, hag a-wechoù e veze barnet tud d'ar marv, da vezañ losket en bev meur a-wech. Kement-se avat a veze graet diwezhatoc'h, ha n'eo ket e-kerzh an auto-de-fé en-eeun.


"Burzhud Fangeaux" [2]
Pedro Berruguete
XVvet kantved
"Penaos e veze devet an dud
kondaonet gant an Inkizision"
Engravadur italian, XVIIvet kantved
"Sant Dominig o kas un auto de fé" [3]
Pedro Berruguete, ~1495
Museo del Prado, Madrid

Istor[kemmañ]

Vizigoted[kemmañ]

E Plaza Mayor Valladolid d'an 21 a viz Mae hag 8 viz Here 1559 e voe daou auto de fé. En hini kentañ e voe devet pevarzek dek, hag eskern ha delwenn unan all, ha seitek den all a voe pardonet gant ur binijenn. En eil e voe devet trizek den hag eskern unan all ha seitek all a reas pinijenn.

An div zevadeg-se eo a awenas Miguel Delibes pa skrivas e romant El hereje.

Cayetano Ripoll (1778 - 1826) zo ur mestr-skol es Valencia a voe diwezhañ den kondaonet d'ar marv, peogwir ne grede ket en dogmoù katolik, e miz Gouhere 1826 .

Gant an Nazied[kemmañ]

Berlin, 10 Mae 1933.
10 Mae 1933 e Berlin

Kentañ devadeg levrioù an Nazied a voe graet d'an 10 a viz Mae 1933 e Berlin. Meur a hini all a voe goude.

En amzer diktatouriezh Francisco Franco[kemmañ]

D'an 30 a viz Ebrel 1939 e voe aozet un auto-de-fé e skol-veur Madrid gant ar Falanja, diwar skouer re an nazied. Devet e voe oberennoù Maksim Gorkiy, Sabin Arana, Sigmund Freud, Lamartine, Karl Marx, Jean-Jacques Rousseau ha Voltaire[4].

E 2006 en doa embannet ar romantour galizat Manuel Rivas e romant Os libros arden mal ( Los libros arden mal e spagnoleg), diwar-benn devadegoù-levrioù e Galiza.

Lennegezh[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Eil Derez Diwan, Geriaoueg Istor, geografiezh, ekonomiezh, eil embannadur kresket, 1990, rann Istor, BG p. 2, GB p. 3; Pêr Drezen, GeriaoueEGI, ekonomiezh, geografiezh, istor, TES, 2007, p.16; MÉNARD Martial, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012, ISBN 978-2-35678-069-0.
  2. Hervez Libellus Iordanus de Saxonia e voe levrioù ar Gatared ha re ar Gatoliked lakaet da c'houzañv an tan dirak sant Dominig. Hervez ar vojenn e nac'has an tan deviñ levrioù ar Gatoliked. Daoust da anv ar restr ne ziskouez an daolenn un devadenn a-berzh an Inkizision.
  3. Un auto-de-fé kaset en-dro gant an Inkizision spagnol. E skeudennoù an arzourien e weler jahinerezh ha bourevierezh pe tud o teviñ e-pad al lidoù, e gwirionez n'eo ket e-pad al lidoù-se e c'hoarvezas, hogen goude.
  4. Esperanza Yllán Calderón, El franquismo, Madrid, Mare Nostrum S.A., 2006, p. 13 — ISBN 978-84-96391-39-0 (es)

Daveoù[kemmañ]

  • (en)
    • KAMEN Henry Arthur Francis, The Spanish Inquisition: A Historical Revision, Yale University Press, 1999, ISBN 978-0-300-07880-0 ;
    • LEA Henry Charles, A History of the Inquisition of Spain, Forgotten Books, 2010, ISBN 978-1-4400-8764-6 ;
    • WHITECHAPEL Simon, Flesh Inferno — Atrocities of Torquemada and the Spanish Inquisition, Creation Books, 2003, ISBN 978-1-84068-105-5 ;
  • (fr)