5 Mae
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1789 :
- bodet eo kannaded ar Stadoù Meur e Frañs.
- kentañ niverenn ar c'hannadig Bulletin des états généraux, embannet gant Augustin-Jean Malassis e Naoned.
- 1862 : trec'het eo ar soudarded c’hall gant arme Ignacio Zaragoza en Emgann Puebla e Mec'hiko.
- 1925 : dont a ra an afrikaneg da vezañ yezh ofisiel e Suafrika.
- 1936 : aloubet eo kêr-benn Etiopia gant soudarded italian.
- 1945 : dieubidigezh an Izelvroioù ha Danmark diouzh o alouberien alaman.
- 1949 : savidigezh Kuzul Europa.
- 1976 : krouet eo an Talbenn evit Dieubidigezh Vroadel Korsika.
- 2005 : addilennet eo Tony Blair ha strollad al Labour evit an trede gwech diouzh renk er Rouantelezh Unanet.
[kemmañ] Sportoù
- 1912 : deroù ar Vvet C'hoarioù Olimpek hañv e Stockholm (Sveden).
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1813 : Søren Kierkegaard, prederour danat († 11 a viz Du 1855 e Kopenhagen (Danmark)).
- 1818 : Karl Marx, prederour ha politikour alaman († 14 a viz Meurzh 1883 e Londrez).
- 1846 : Henryk Sienkiewicz, skrivagner eus Polonia, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh († 15 a viz Du 1916 e Vevey (Suis)).
- 1881 : Victor Le Gorgeu, harzer ha brorener gall († 11 a viz Gwengolo 1963 e Pariz).
- 1911 : Andor Lilienthal, mestrc'hoarier echedoù hungarat-soviedat († 8 a viz Mae 2010 e Budapest (Hungaria)).
[kemmañ] Marvioù
- 1821 : Napoléon Bonaparte, diktatour gall (° 15 a viz Eost 1769 en Aiacciu).
- 1949 : Maurice Maeterlinck, skrivagner gallek eus Belgia, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1911 (° 29 a viz Eost 1862 e Gent (Belgia)).
- 1981 : Bobby Sands, stourmer en Irish Republican Army (° 9 a viz Meurzh 1954 e Newtownabbey (Norzhiwerzhon)).
- 1995 : Mikhail Botvinnik, mestrc'hoarier echedoù rusian, lies-kampion Unaniezh Soviedel, Kampion ar bed (° 17 a viz Eost 1911 e Kuokkala (Finland)).
[kemmañ] Lidoù
- Santez Judit, merzherez e Milano
- Devezh Kuzul Europa
- Deiz broadel
- Izelvroioù ha Danmark : devezh an dieubidigezh (1945),
- Cinco de Mayo e Mec'hiko.