Irish Republican Army
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
An Irish Republican Army (Lu Republikan Iwerzhon), a-wechoù añvet Old IRA (IRA kozh), a zo un anv implijet gant kalz a gevredigezhioù stourm milourel disheñvel en Iwerzhon. An IRA a oa ur gevredigezh dispac'hel milourel adaozet gant izili an Irish Volunteers e 1919 gant an Dáil Éireann evel arme ofisiel republik Iwerzhon. Krouet eo bet an arme en un doare arouezel e pad emsavadeg Pask e 1916. Memes voe kenaozet evit gwir nemet diwezhatoc'h gant an Dáil. En iwerzhoneg ez eo anvet Óglaigh na hÉireann.
Memes ma z'eo bet adkemmeret an anv gant un niver bras a gevredigezhioù milourel, ne vez ket anzavet ar memes statud eget hini en oa e pad ar bloavezhioù 20 e Iwerzhon. Goude sinadeg ar feur-emglev etre Republik Iwerzhon hag ar Rouantelezh-Unanet e 1921, izili an IRA hag a oa a-du gant ar feur-skrid a en emouestlent e-barzh an arme broadel, an National Army, nevez krouet gant Michael Collins, penn an IRA.