Apartheid

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An apartheid (ur ger afrikanek pe nederlandek a dalv kement ha "tuadur", da lavaret eo tuañ an dud) a zo bet ur politikerezh evit diforc'hañ annezidi Suafrika hervez o gouenn, lakaet e pleustr adalek 1948 betek 1991 gant ar Strollad broadel afrikanour. Diazezet e oa war pennaennoù ar ouennelouriezh.

Ar bennaenn a zo bet rannadur tiriad Suafrika etre pevar rummad tud : an Dud wenn, ar Vantoued (da lavaret eo ar vorianed), an Hironed hag an Indezidi. Statudoù ha gwirioù disheñvel a oa roet da bep rummad hag dre al lezennoù ne veze ket aotreet an darempredoù boutin etrezo. Difennet e oa groñs an darempredoù revel hag an dimeziñ etre tud disheñvel o rummad ofisiel.
Dre ma oa difennet meur a obererezh d'ar rummadoù all e oa pal sistem an apartheid lakaat an Dud wenn da vezañ dre al lezenn e penn an holl gevredigezh. Dismantret eo bet ar bolitikerezh pa teuas ar pennoù suafrikan da gompren ne oa ket tu diorren ur vro ha ne veze ket renet hervez soñj ar muiañniver pa oa ar Re wenn ar strollad tud bihannañ. Asantañ a reas ar gouarnamant ma vo nullet tamm ha tamm ar berzioù betek ma vo treuzkaset ar galloud d'ar strollad politikel Kendalc'h Broadel Afrikan renet gant Nelson Mandela, prezidant morian kentañ ar vro (1991).
Dre astenn e vez implijet ar ger apartheid evit pep politikerezh tuadur pe diforc'hidigezh, met arouez ur sistem politikel gouennelour eo da gentañ holl.

Istor[kemmañ]

Pa oa an Afrikanourien ar strollad tud wenn staliet er vro abaoe derou an drevadenn izelvroat er XVIvet kantved hag an hini niverusañ eus ar re wenn e-kreiz mor ar vorianed orinad e talc'has pennoù an Afrikanourien da sevel ur politikerezh broadelour hervez deurioù o c'humuniezh. Kentañ tro ma oe klevet ar ger apartheid e teuas er maez eus genou ar Ministr kentañ da zont Jan Smuts e 1917.
koulskoude ur bolitikerezh tuadur a oa bet staliet dija gant an drevadennourien saozon er bloavezioù 1910 goude bezañ trec'h war ar Boers. Lezennoù strizh war implij ar vorianed a oe embannet hag e 1913 e tivizas ar Saozon ne c'helle ar vorianed bezañ perc'henned nemet er mirlec'hioù savet evit an orinidi , da lavaret eo 7,8% eus an tiriad.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.