Beg ar Vann

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Beg ar Vann

Ur beg-douar pe ur c'hab, dezhañ ul ledanded bihan a-walc'h, eo Beg ar Vann e gwalarn kumun Kledenn-ar-C'hab (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed). Ur chapelig vihan dediet da sant Tei, div feunteun en he c'hichen, unan gouestlet da sant Tei hag eben da sant Vazhev, a zo bet savet nepell diouzh riblenn an tornaod, 50 m a uhelded dezhañ.

Eus al lein e vez gwelet ur panorama dispar gant Beg ar Raz ha Bae an Anaon er Su, Enez-Sun dirak ha Ledenez Kraozon en Norzh. Etre Bae an Anaon ha penn kornôkañ ar beg ez eus ur porzhig, an Dourlenn.

Tremen a ra ar GR 34 a-hed lein an tornaod.

Pennadoù kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.