Bae an Anaon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Unan eus baeoù brudetañ Breizh eo Bae an Anaon e kornôg kumun Plougoñ (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed) tre en hanternoz da Veg ar Raz, ken brudet all. Emañ ar bae e penn un draoñienn sioul etre Beg ar Raz hag uhelenn Beg ar Vann. Digor-bras eo war ar Meurvor Atlantel a zegas war an draezhenn koummoù bras a ziruilh hag a darzh diehan.

Ul leti anvet "Hôtel de la Baie des Trépassés" a zo bet savet tost d'an traezh.

Ul lec'h gant meur a vojenn kontet diwar e benn eo gant istor ar c'horfoù marv a veze kaset, a-hervez, da Enez-Sun. Kontet e vez ivez e vije ur gêr beuzet dindan Stank Laoual, ul lennadig dour nepell diouzh ar bae.

Tremen a ra ar GR 34 dre ar bae.

Luc'hskeudennoù eus Bae an Anaon[kemmañ]