Beg ar Raz

Eus Wikipedia
beg ar Raz
Kab (douaroniezh), cultural landscape, headland
StadFrañs Kemmañ
War riblHirwazh Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°2′25″N 4°44′28″W Kemmañ
Statud gladelGrand site de France Kemmañ
Map
Beg ar Raz

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Beg ar Raz zo ur c'hab roc'hellek er c'hornôg da gumun Plougoñ er C'hab (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed).
Sevel a ra ar reier greunvaenek betek 72 metrad uhelder a-us ar mor.
Brudet eo ar beg-douar-se dre ar bed en abeg d'e stumm, heñvel ouzh penn a-raok ul lestr, an dolzenn anezhañ o strishaat en ur stumm tric'hornek. Dont a ra gweladennerien e-leizh betek eno, ken ez eo bet ret aozañ ar monedone evit gwareziñ ar gwiskad brug a gresk war al lanneg etre ar reier.

Aze e c'heller arvestiñ delwenn varbr Carrara Itron-Varia Beg ar Raz, krouet gant ar c'hizellour gall Cyprien Godebski (1835-1909), a oa bet dioueliet d'an 3 a viz Gouere 1904.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv raz (sellout ivez ouzh ar saozneg race) eus ur ger normanek tremenet e brezhoneg hag a ra dave d'ar froudoù kreñv a red etre ar c'hab hag Enez-Sun, 8 kilometr pelloc'h er C'hornôg.

Beg ar Raz, gwelet eus tu ar c'hreisteiz

Krennlavaroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Den ne dremenas ar Raz / Hep santout aon pe c'hloaz.
  • Sikourit-me, ma Doue, da dremen ar Raz / Rak va bag a zo bihan hag ar mor a zo bras.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]