Hergé

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sinadur Hergé

Hergé eo anv-arzour Georges Prosper Remi (distaget: [ʒɔʁʒ ʁɘmi]), a zo ur saver bannoù-treset gallek eus Belgia, anavezet dre ar bed-holl evit bezañ oberour Troioù-kaer Tintin ha Milou (Les aventures de Tintin et Milou e galleg). Ganet eo d’an 22 a viz Mae 1907 en Etterbeek ha marvet d'an 3 a viz Meurzh 1983 e Woluwe-Saint-Lambert (Belgia). Dont a ra e anv-pluenn eus pennlizherennoù e anv – Georges Remi – eilpennet: GR > RG > Hergé. E zoare-tresañ a vez graet al linenn sklaer anezhañ, bet roet lañs gantañ. Abaoe e varv e vez lakaet da vezañ unan eus pennañ arzourien an XXvet kantved.

Liammoù diavaez[kemmañ]