Gouel Dewi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lid Gŵyl Dewi e Caerdydd, e 2008

Gouel Dewi (Dydd Gŵyl Dewi) a lider d’ar 1 a viz Meurzh e koun sant Dewi pe Divi (war-dro 500589), paeron Kembre (anavezet e kembraeg evel Dewi Sant).

Deiziad ar 1 a viz Meurzh zo bet dibabet evit e lidañ, dre ma varvas Divi, a lavarer, d’ar 1 a viz Meurzh 589. Abaoe an XVIIIvet kantved eo deuet an devezh-se da vezañ ur gouel broadel e Kembre.

Hengoun[kemmañ]

Sonadegoù, beilhadegoù, koanioù a vez aozet gant kalz kevredigezhioù an devezh-se. Bugale a gustum kemer perzh en eisteddfodoù, ma vezont o seniñ, o kanañ pe o tibuniñ barzhonegoù. E skolioù zo e c’hell bezañ ur penn-devezh vak.

Gant Kembreiz zo e vez douget war-wel, en devezh-se, ur blantenn vihan ouzh o chupenn : ur bourenn (arouez sant Divi) pe ur foeonenn (arouez kembreat an nevezamzer). E kembraeg ez eus ul liamm etre an div blantenn-se dre m’o deus anvioù peuzheñvel : Cenhinen (pourenn) ha Cenhinen Bedr (foeonenn, ger evit ger "pourenn Pêr").

Banniel Kembre ha banniel sant Dewi a vez dispaket an devezh-se dre Gembre.

Hiziv[kemmañ]

Abaoe un nebeud bloavezhioù e klasker aozañ dibunadegoù e straedoù Kerdiz da lidañ ar gouel, war skouer ar pezh a reer en Iwerzhon da-geñver Gouel Sant Padrig. Dre ar bed a-bezh e vez lidet ar gouel gant kevredigezhioù Kembreiz divroet, a ginnig sonadegoù ha koanioù. E 2006 e oa bet sklêrijennet savadur an "Empire State Building", er Stadoù Unanet, gant livioù Kembre.

E Kembre e klever muioc’h-mui a dud o c’houlenn e vefe anavezet ar 1 a viz Meurzh evel un devezh gouel broadel ha ne vefe ket labouret d’an devezh-se. Hervez ur sontadeg a oa bet graet d’ar 1 a viz Meurzh 2006, e vefe 87% eus an dud e Kembre a-du gant ar soñj-se.[1]


Liammoù diavaez[kemmañ]