Jeanne Malivel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Emboltred
Kador-vrec’h krouet gant Jeanne Malivel e 1919.
Nevenoe, engravadur gant Jeanne Malivel

Jeanne Yvonne Aimée Malivel pe Janed Malivel (15 a viz Ebrel 1895 e Loudieg[1] - 2 a viz Gwengolo 1926 e Roazhon) a oa un arzourez, engravourez, kinklourez ha broderez.

Merc'h e oa da Albert Malivel ha da Anne Marie Victorine Hermange, kenwerzhourien anezhe. He zad a voe kuzulier-kêr. Klañvdiourez e voe en Ospital Milourel Klokaus Nn 78 e Loudieg e-pad ar Brezel-bed kentañ; damdresadennoù niverus eus gloazidi an ospital a voe graet ganti [2].Mont a reas da Bariz a-raok distreiñ da Vreizh, da Roazhon, ma kelennas en Arzoù Kaer. Kemer a reas perzh en Unvaniezh ar Seizh Breur. Dimeziñ a reas e 1925 gant Maurice Alphonse Hund ha mervel bloaz goude da 31 bloaz.

Levrioù diwar he fenn[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Daveenn[kemmañ]

  1. [1] Akt ganedigezh, dielldi Aodoù-an-Arvor
  2. Le Pays de Loudéac et la Grande Guerre 1914-1918, Mémoire du Pays de Loudéac, Eil c'hwec'hmiziad 1995, pajenn 18