15 Kerzu
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1650 : Emgann Rethel.
- 1717 : nac'h a ra Stadoù Breizh, bodet en Iliz ar Gordennerien Dinan, ar roadenn digoust 2 vilion a lurioù goulennet groñs gant Pierre de Montesquiou d'Artagnan.
- 1809 : sinet eo an torr-dimeziñ etre Napoleon Iañ ha Joséphine de Beauharnais.
- 1917 : sinet harz-brezel Brest-Litovsk etre Alamagn ha Rusia.
- 1943 :
- obidoù Yann-Vari Perrot e Skrigneg.
- divizet gant he 33 ezel kentañ cheñch anv ar Bezen Cadoudal da vBezen Perrot.
- 1987 : deroù labourioù ar Riboul dindan Vor Breizh.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 37 : Neron (bet ganet Lucius Domitius Ahenobarbus), impalaer roman († 9 a viz Mezheven 68 e Roma).
- 1832 : Gustave Eiffel (Gustave Bönickhausen e anv gwir), ijiner gall († 27 a viz Kerzu 1923 e Pariz).
- 1852 : Henri Becquerel, fizikour gall († 25 a viz Eost 1908 er Groazig).
- 1859 : L. L. Zamenhof, mezeg ha saver an esperanteg († 14 a viz Ebrel 1917 e Varsovia (Polonia)).
- 1881 : Julius du Mont, pianoour, kelennour piano, mestrc'hoarier echedoù, kazetennour, penngazetennour ha skrivagner echedoù gall ha saoz († 7 a viz Ebrel 1956 e Hastings (Bro-Saoz)).
[kemmañ] Marvioù
- 1675 : Johannes Vermeer, livour izelvroat (badezet 31 a viz Here 1632 e Delft (Izelvroioù a-vremañ)).
- 1890 : Sitting Bull, tiern indian-amerikan (° e-tro 1831 e Dakota ar Su (Stadoù Unanet)).
- 1944 : Glenn Miller, trombonour ha penn lazh-seniñ jazz amerikan (° 1añ a viz Meurzh 1904 e Clarinda (Stadoù Unanet)).
- 1963 : Oscar Traynor, politikour ha dispac'hour iwerzhonat ezel eus ar Fianna Fáil (° 21 a viz Meurzh 1886 e Dulenn (Iwerzhon)).
- 1966 : Walt Disney, filmaozer tresadennoù-bev amerikan (° 5 a viz Kerzu 1901 e Chicago).
- 1995 : Miroslav Katětov, mestrc'hoarier echedoù tchek (° 17 a viz Meurzh 1918 e Chembar (Rusia)).
- 2005 : Enrico Paoli, mestrc'hoarier echedoù italian (° 13 a viz Genver 1908 e Trieste (Italia)).
- 2010 : Rachel Bromwich (bet ganet Rachel Amos), keltiegourez saoz (° 1915 e Hove (Bro-Saoz)).
[kemmañ] Lidoù
- Devezh Zamenhof, lidet gant an esperantegerien dre ar bed, e koun Ludwik Lejzer Zamenhof, krouer an esperanteg.
- Katoligiezh:
- Sent an deiz :
- santez Kristen pe Nino, sklavourez;
- sant Valerian, eskob;
- Yann diarc'hen, lesanvet Santig Du n'emañ ket war roll kefridiel ar sent, a zo hiziv deiz-ha-bloaz e dremenvan ivez.
- Sent an deiz :