Evo Morales
Eus Wikipedia
Juan Evo Morales Ayma (ganet d’ar 26 a viz Here 1959 en Orinoca, e departamant Oruro) zo ur politikour eus Bolivia ha levier ar strollad Movimiento al Socialismo (Luskad etrezek ar sokialouriezh ; an teskanv MAS a dalvez ivez muioc’h e spagnoleg) ha bet eo e penn al luskad evit gwirioù ar c’hounezerien koka.
Dilennet e voe Evo Morales da brezidant Bolivia, gant 53% eus ar mouezhioù, d’an 18 a viz Kerzu 2005. Dont a reas neuze da vezañ ar c’hentañ prezidant a orin indian. D’ar 6 a viz Kerzu 2009 e voe addilennet da brezidant, gant 63% eus ar mouezhioù.
Liammoù diavaez[kemmañ]
- Lec’hienn Evo Morales (e meur a yezh)
- Lec’hienn ofisiel ar strollad Movimiento al Socialismo (e spagnoleg)