Martin Luther King, Jr.

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Martin Luther King)
Mont da : merdeiñ, klask
Martin-Luther-King-1964-leaning-on-a-lectern.jpg

Martin Luther King, Jr., (15 a viz Genver 1929 – 4 a viz Ebrel 1968) a oa unan eus pennoù pennañ an emsav evit ar gwirioù keodedour amerikan, un emsaver, ur beleg badezour, hag unan eus ar brasañ prezegerien eus ar Stadoù-Unanet. E 1964, Marzhin Luther King a zeuas da vezañ an den yaouankañ bet gounezet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h (evit e labour evit ar peoc'h, o stourm evit an difeulster ha kevatalder an doareoù-ober gant an holl "ouennoù"). D'ar 4 a viz Ebrel 1968 e oa drouklazhet King e Memphis, en Tennessee.

Aozet ha renet en deus kerzhadegoù evit ar gwir da vouezhiañ, a-enep an diforc'hidigezh, labour ar minorelezhioù, hag evit gwirioù keodedour diazez all evit morianed ar Stadoù-Unanet (afrikaned-hag-amerikaned). Lakaet eo bet ar pep brasañ eus ar gwirioù-se e lezenn ar Stadoù-Unanet er « Civil Rights Act » pe er « Voting Rights Act » war intrudu Lyndon B. Johnson.


E 1977 e voe roet dezhañ medalenn prezidantel ar frankiz gant ar prezidant Jimmy Carter. E 1986 e teuas Devezh Martin Luther King da vezañ un devezh vak er Stadoù-Unanet. E 2004 e resevas medalenn aour kendalc'h ar Stadoù-Unanet. Alies e c'houlenne King gant pep hini soñjal en e giriegezh hiniennel e savadur ar peoc'h er bed. E gomzoù anavezet ar muiañ marteze eo ar re a zistagas en ur brezegenn : "Un hunvre am eus graet", war diri lec'h-koun Lincoln e Washington, D.C. e 1963.

Taolenn

[kemmañ] Buhezskrid

[kemmañ] Yaouankiz

Martin Luther King, Jr. a zo mab ar pastor Baptiste Martin Luther King Sr. hag Alberta Williams King. Ur c'hoar henañ en deus, Christine King Ferris hag ur breur yaouankañ, Albert Daniel Williams King. E skiant-prenet war an disparti etre ar re zu hag ar re wenn a grog da 6 vloaz, pa lavar 2 eus e vignoned gwenn n'int ket aotreet da c'hoari gantañ ken. E vamm a zispleg dezhañ eo peogwir int e skolioù evit ar re wenn bremañ, met lavaret a ra dezhañ eo ken talvoudus eget forzh peseurt den, memes un de gwenn. Da 15 vloaz e za d'ar Morehouse College, ur skol-veur miret evit ar re zu, goude bezañ lammet div vloavezh el lise hep bezañ paket e sertifikad en un doare ofisiel. Dont a ra maez eus ar skol-veur gant ur bachelor of Arts and sociologie d'an 20 a viz even 1948 ha mont a ra d'ober ar Crozer Theological Seminary evit tremen ur Bachelor of Divinity e Chester (Pennsylvania) - ar pezh a zo un aotregezh e doueoniezh - a resev d'an 12 a viz Mae 1951. Resevout a ra un Doctor of Philosophy e skol-veur Boston d'an 18 a viz even 1955. Dimeziñ a ra d'an 18 a viz even 1953 gant Coretta Scott hag a gemero e anv evit dont da vezañ Coretta Scott King. 4 bugel o deus : Yolanda, ganet e 1955, Martin Luther King III, ganet e 1957, Daxter Scott, ganet e 1961, ha Bernice e 1963.

[kemmañ] Notennoù

[kemmañ] Daveoù

  • Abernathy, Ralph. And the Walls Came Tumbling Down: An Autobiography. New York: Harper & Row, 1989. ISBN 0-06-016192-2
  • Beito, David and Beito, Linda Royster. T.R.M. Howard: Pragmatism over Strict Integrationist Ideology in the Mississippi Delta, 1942–1954 in Glenn Feldman, ed., Before Brown: Civil Rights and White Backlash in the Modern South. Tuscaloosa: University of Alabama Press, 2004, 68–95. ISBN 0-8173-5134-5.
  • Branch, Taylor. At Canaan's Edge: America In the King Years, 1965–1968. New York: Simon & Schuster, 2006. ISBN 0-684-85712-X
  • Carl Edwin Lindgren (Spring, 1992). Tour Resurrects Shantytown Art. Southern Exposure, Vol. XX, No. 1, 7. Titouroù diwar Resurrection City ha Martin Luther King.
  • Parting the Waters : America in the King Years, 1954–1963. New York: Simon & Schuster, 1988. ISBN 0-671-46097-8
  • Pillar of Fire : America in the King Years, 1963–1965.: Simon & Schuster, 1998. ISBN 0-684-80819-6
  • Chernus, Ira. American Nonviolence: The History of an Idea, chapter 11. ISBN 1-57075-547-7
  • Garrow, David J. The FBI and Martin Luther King, Jr. New York: Penguin Books, 1981. ISBN 0-14-006486-9
  • Jackson, Thomas F., From Civil Rights to Human Rights: Martin Luther King, Jr., and the Struggle for Economic Justice. Philadelphia: University of Pennsylvania Press, 2006. ISBN 978-0-8122-3969-0.
  • Kirk, John A., Martin Luther King, Jr. London: Pearson Longman, 2005. ISBN 0-582-41431-8
  • Ayton, Mel, A Racial Crime: James Earl Ray And The Murder Of Martin Luther King Jr. Archebooks Publishing, 2005. ISBN 1-59507-075-3
  • Verhagen, Katherine. "Maritime King: African-American Rhetoric's Influence upon Africville." Wadabagei 11 (2005): 34-45.


[kemmañ] Liammoù diavaez

Patrom:Sisterlinks

[kemmañ] Videoioù hag enrolladennoù


Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all