Rosa Parks

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Rosa Parks gant Martin Luther King tro 1955

Rosa Louise McCauley Parks a oa bet ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1913 e Tuskegee, Alabama (SUA) ha marvet d'ar 24 a viz Here 2005, Détroit, Michigan (SUA). Rosa a oa ur wrierez hag a strourme a-enep anbarzh ar gouennoù er Stadoù-Unanet. Ur vaouez zu e oa. Stourm a reas evit gwirioù ar re zu er Stadoù-Unanet.

Deuet eo da vezañ brudet d'ar 1añ a viz Kerzu 1955 e Montgomery (Alabama), rak n'he deus ket lezet he flas bus d'un den gwenn. Herzhet eo bet gant ar boliserien hag kondaonet, evit dizurzh publik ha gwallerezh al lezennoù lec'hel, da baeañ un dell-gastiz 10 dollar, mui 4 dollar a frejoù justis. 4 devzeh goude ober a raio he engalv war ar varnadenn-se. Martin Luther King, ur bastor du yaouank, oadet a 26 bloaz, a grogo neuze gant ur c'houlzad protestiñ hag ur boikot a-enep ar gompagnunezh kirri-boutin. Padout a raio 381 devezh.


Hebvuhez[kemmañ]

He yaouankiz[kemmañ]

Rosa Parks a zo ganet e Tuskegee, en Alabama. He zad, James McCauley, a oa kalvez hag he mamm, Leona McCauley, a oa skolaerez. Merc'h henañ ur familh daou vugel e oa, Sylvester a oa anv he breur. Goude dizimez he zud, mont a ra da vevañ 'barzh un ti-feurm gant he vall, he vreur hag he zudoù-kozh. Leona a oa staget-tre ouzh ar fed e oa ret d'he vugale kaout un deskadurezh pinvidik, ouzh ar wellañ, daoust da diaesamantoù skoliataerezh ar re zu, setu perak e tivizas ober skol d'ar ger d'he verc'h beteh he 11 bloaz. E 1924 eo kaset Rosa d'an Industrial School for Girls, ur skol bet savet gant familhoù gwenn eus an norzh evit ar vugale du, e Montgomery, nepell eus lec'h bevañ he voereb.

Ober a raio he studioù eil-derez en Alabama State Teachers College for Negroes, met rediet e vo paouez anezhe a-raok ar fin evit mont d'ober war-dro he vamm hag he vamm-gozh, klañv bras. He zad-gozh a rae ar ged dirak o zi gant ur fuzul evit diwall ouzh ar Ku Klux Klan, ur strollad a oa a-enep ar re zu, lakaet o doa 2 wech an tan da skol Rosa. E-pad toud he yaouankiz, Rosa a zo bet rediet da vevañ gant ar gouennelouriezh, gouzañvet he deus an holl kunujennoù... Da skouer, ar c'hirri-boutin a oa difennet d'ar skolidi du, ne oa nemet ar re gwenn a oa aotreet da vont 'barzh, ret e oa dezho mont war droad. "Pa oan bihan, soñjal a raen e oa gwelloc'h blaz dour ar feunteunoù evit ar re gwenn eget reoù evit ar re zu."

Endalc'hioù politikel kentañ[kemmañ]

E 1932, Rosa McCauley a zimez gant Raymond Parks, un emsaver evit ar gwirioù keodedel d'an holl, ha barver a-vicher. Bountañ a ra anezhi da echuiñ he studioù a eil-derez, ar pezh a raio betek 1934. D'ar c'houlz-se, he gwaz a oa o dastum arc'hant evit sikour ur strollad tud yaouank du, Scottboro Boys, a oa tamalled a gaou eus gwallerezh war div blac'h yaouank gwenn.

Rosa Parks a labour evel gwrierez deus 1930 betek 1955. Met meur a labourioù bihan he deus graet a-gostez, evel skoazellerezh. E miz Kerzu 1943, Parks a deu da vezañ ezel ouzh emsav evit ar gwirioù keodedel (American Civil Rights Movement), hag a labour e-giz sekretourez, rak ar palac'h nemeti e oa, e Montgomery, evit an NAACP (National Association for the Advancement of Colored People), rennet gant Edgar Nixon. Labourat a ra du-se betek 1957.

E 1945, labour a ra buan-ha-buan er bon nijerezioù Maxwell, ur zonenn kevreadel, lec'h ma ne oa ket a hanbarzh. Bez e vo ivez plac'h-tiegezh evit ur goublad frankizour, Clifford ha Virginia Durr, dont a reont da vezañ mignoned, bountañ a reont anezhi d'ober ur stummadur war gwirioù al labourerien hag ar gevatalder etre ar gouennoù e Highlander Folk School, e Monteagle (Tennessee). C'hwec'h miz a-raok ar "gwallzarvoud" e oa.

Deus 1965 betek 1988, da goulz he leve, labour a ra evel eilerez ar c'hannad afrikamerikan, John Conyers.

Darvoudoù pennañ he vuhez[kemmañ]

Mont en-dro ar c'hirri-boutin[kemmañ]

D'ar c'houlz-se a reolenn a oa : -Penn a-raok ar c'harr-boutin, da lavaret eo ar 4 renkennad gentañ, a oa miret evit ar re Gwenn. Ar re zu n'ho doa zoken ket ar gwir chom war-sav en alez. - Penn a-dreñv ar c'harr-boutin a oa miret evit ar re zu, da lavaret eo 75% eus ar veajourien. Ne oa ket bepred a plasoù azezet. -Un askell boutin d'an daou gouenn a oa, met ar re zu a oa rediet lezel ho flas d'ar re gwenn p'ho doa ezhomm.

Rosaparks busdiagram.jpg

Evit mont-tre er c'harr-boutin, ar re zu a bae a-raok, ha da c'houde, ma oa tud gwenn er penn a-raok, rediet e oent da ziskenn, evit adpignat dre a-dreñv. Alies, ar blenier a zae kuit a-raok ma vefe bet amzer d'an hini du adpignat ennañ.


1943[kemmañ]

E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, ar gumuniezh du a glemme ouzh stad an traoù. Parks na oa ket un nemedenn : " Va resistañs ouzh an traetamantoù-se 'barzh ar c'harr-boutin n'en deus ket kroget gant va serriñ. Kerzhet em eus kalz e Montgomery."

Ober a raio un anprouv un deizh eus 1943, pa goulenn dezhi blenier ar c'harr-boutin, James Blake, diskenn eus ar bus evit adpignat dre a-dreñv. Padal e oa hi o vont war-zu an nor a-raok, leuskel a ra da gouezañ e yalc'h, azezañ a ra ur pennadig war un azezenn miret evit ar gwenn a-ben gellout dastum anezhañ. Kounnaret bras, ar blenier a laosk just an amzer dezhi diskenn eus ar bus, hag a kendalc'h gant e hent. Rosa Parks he deus kerzhet muioc'h eget 5 miles dindan ar glav. Ar memes blenier a vo ar 1añ a viz Kerzu 1955.

1añ a viz Kerzu 1955[kemmañ]

Gwastadourez 'barzh difenn gwirioù ar re zu en Amerika, Rosa Parks en deus kemeret he flas 'barzh istor ar Stadoù-Unanet evit bezañ nac'het, en ur c'harr-boutin, lezel he flas azezet d'un den gwenn. Ar reolenn a oa e oa ret d'ar re zu lezel ho flas azezet d'ar re gwenn 'barzh an trañsportoù publik.

D'ar 1añ a viz Kerzu 1955, oadet a 42 bloaz, Rosa Parks a grog gant he devezh evel unan all. Pignat a ra er c'harr-boutin ha paeañ a ra he flas.

An deizh-se, Rosa Parks a anavezhe ar blenier, an hini en doa strinket anezhi eus ar c'harr-boutin, 12 vloaz abretoc'h, James Blake e anv. Azezet e oa 'barzh an askell boutin, hag er c'hontrol d'ar veajourien all, nac'het he deus lezel he flas pa oa tud gwenn o doa ezhomm. Erruet e oa skuizh da gouzañv an traetamanchoù abaoe kement a amzer, istimet he deus e oa ret paouez gant ar ouennelouriezh se. N'eo ket bet an hini gentañ o torriñ ar reolenn, tud all o deus paet ker, a-wechoù deus ho puhez.

"Bern a dud o deus lavaret em boa nac'het lezel va flas an deizh-se, rak e oan skuizh, met se, n'eo ket gwir. Ne oan ket skuizh a-gorf, ket muioc'h eget boaz goude al labour, n'em boa ket poan dreid, met kentoc'h poan galon, va galon mab-den. Va skuizhder a oa kentoc'h buhezel. Aet e oan skuizh da heuliañ hep protestiñ urzhioù ar re gwenn." (Rosa Parks)

D'ar c'houlz-se, stourm a rae dija 'barzh kevredigezhioù difenn ar gwirioù keodedel.

Ar blenier en deus rediet anezhi da lezel he flas. Nac'het he deus. Ar paotr a zo deuet da vezañ kounnaret bras, diskennet eo ha distroet gant ur boliser en deus arestet Rosa Parks. Goulenn a ra hi dezhañ : "Perak kement a gwanerezh ? ". Respont a ra dezhi : "N'ouzan ket met al lezenn a zo al lezenn, arestiñ a ran ac'hanoc'h."

Evel ma oa kustum d'an amzer-se, Rosa Parks a zo bet barnet kablus, ha kondaonet eo bet da baeañ un dell-gastiz 15 dollar. Tamallet eo evit dizurzh publik hag gwallerezh al lezennoù lec'hel. En he greiz, ar wrierez-se eus 42 bloaz a ouie, adalek an deizh-se e oa ar wech diwezhañ dezhi bezañ mezhekaet mod-se er c'harr-boutin ("That it was the very last time that I would ever ride in humiliation of this kind" R.P.)

Rosa Parks he deus bet ar gwir pellgomz d'un den hepken. Profitet he deus evit daremprediñ gant E.D. Nixon, unan eus pennoù-bras NAACP Montgomery. Nixon a oa kounnaret bras, met komprenet en deus e c'helle bezañ Intronez Parks simbol dreist an direizhded a oa er Su, rak un intron digemm e oa, un deskadurezh bras he doa ivez. Nixon a bellgomz d'un alvokad liberal gwenn, Clifford Durr, hag a asant difenn Rosa. Goude kuzuliadenn gant an alvokad, he gwaz hag he vamm, Rosa Parks a asant da elbikat ouzh al lezenn war an hanbarzh en doa kaset anezhi da vezañ arestet. Ne oa ket bet gortozet gant ar bolis e vefe ul lañs a unaniezh ken bras. Buan a-walc'h eo bet divizet boikotiñ ar gompagnunezh c'hirri-boutin, betek ma paouezfe gant he boazamantoù hanbarzhel.

An nozvezh goude, 50 penn-bras ar gumuniezh afro-amerikan, kaset gant ur bastor yaouank nann-anavezet d'ar c'houlz-se, Dr Martin Luther King Jr, en em adkav en iliz an Dexter Avenue evit komz diwar-benn an aksionoù a oa ret ober goude harzh Rosa. Krouiñ a reont ar Montgomery Improvement Association, dilennet eo King evit bezañ ar penn-bras. Ledañ a ra teoriennoù war an nann-feulster ha war an disentidigezh sivil. Klemmoù mallus o deus : - Evit ma c'helfe ar re gwenn hag ar re zu azezañ lec'h m'ho deus c'hoant er c'harr-boutin - Evit ma vefe ar blenierien sevenoc'h gant an holl - Evit ma vefe blenierien du engouestlet gant ar gompagnunezh

War-nes ar prosez, 35 000 trakt a zo dasparzhet, evit pediñ ar re zu da non pas implijout ar c'hirri-boutin al lun 5 a viz Kerzu. Embannet eo ar bedadenn 'barzh The Montgomery Advertiser, kazetenn lec'hel ar re zu. Penn-kentañ ar boikot eo, padout a raio muioc'h eget ur bloaz, 381 devezh resis. An darn vrasañ a zeas war droad, ha buan ha buan, taksioù, bleniet gant tud du, a deuas war-well, evit transportiñ an dud evit 10 cents, memes priz eget ar c'hirri-boutin. Un nebeud a dud gwenn a heulias anezho. A drugarez d'an heklev etrevroadel, kroget o deus da reseviñ arc'hant hag en deus servijet da lakaat e plas kirri-boutin a-gostez hag da brenañ botoù nevez. Aktoù feuls-tre a zo bet, evel dinamitaj tier King hag Nixon, hag meur a hegerezh a-enep ar re zu. Evel boaz, King a goulennas gant an holl non pas respont d'an aktoù-se.

A-benn ar fin, an 13 a viz Du 1956, lez-veur ar Stadoù Unanet a lavaras e oa ret freuzañ hanbarzh ar gouennoù er c'hirri-boutin. Ar c'heloù na erruas e Montgomery an 20 a viz Du hepken. Ar boikot a paouezas an deizh war-lerc'h.

Alato, ar feulster a gendalc'has gant tennoù ouzh ti King ha war kirri-boutin, met ivez gant tarzherezh an ilizoù darempreded gant ar re zu. Ur strollad a tud yaouank a grouas ar Freedom Ride, met goude un nebeud a devezhioù, unan eus ho kirri-boutin a zo paouezet gant ar Ku Klux Klan, ar beajourien a zo skoet hag ar bus devet. N'eo nemet e 1964 eo difennet an hanbarzh el lec'hioù publik gant ar Civil Rights Act, da c'houde e 1965 eo nullet an tailhoù evit dont da vezañ elektour.

Buhez Rosa Parks goude ar gwallzarvoud[kemmañ]

Da c'houde, Rosa Parks a deu da vezañ un ikonenn evit ar gwirioù keodedel. Ar feulster a doubl a-enep lec'hioù bevañ renkerion ar boikot, hag a-enep an ilizoù darempredet gant ar re zu. Ar c'hrougadeg a erru war ar re Parks hag ho familh. An darn vrasañ anezho a goll o labour hag ar re all a zo herallet gant ar re Gwenn.Dre fazi ma ne gave ket a labour, dindan gwask he familh, ankeniet evit he surentez, met ivez peogwir n'en em gleve ket gant levierion du ar gêr, Rosa a kuitas Montgomery e 1957. Mont a reas en Norzh, e Hamptom e Virginia ha da c'houde e Detroit er Michigan.

Labourat a ra du-se evel gwrierez, betek ma zafe hi 'barzh skipailh an dileuriad demokratel ar Michigan, an afro-amerikan John Conyers, evit kambr an dileuriadidi ar Stadoù Unanet. Labourat a ra eno deus 1965 betek he leve, an 30 a viz Gwengolo 1988.

He gwaz, Raymond Parks, a varvo e 1977.


Rosa and Raymond Parks Institute for Self Development[kemmañ]

Rosa Parks a grou, gant Elaine Eason Steele, ar Rosa and Raymond Parks Institute for Self Devlopment, e C'hwevrer 1987. Krouet eo bet en enor Raymond Parks, marvet e 1977.

Pal an institud a zo bountañ ha bleiniañ a re yaouank a-benn lakaat anezho da dizout penn ho galloudezhioù, ha da lakaat d'an niver brasañ a dud ar goulennoù a levezon dazont ar bed. Ar fondasion a brof d'ar grennarded, ganet ha maget e kenelioù disheñvel, ur programm anvet "Gwenodennoù ar peoc'h", hag a bounte anezho da anavezout o heritaj sevenadurel, istor ar wirioù keodedel... Kelenn a rae dezho sevenadur ar peoc'h.

Aozañ a ra ivez beajoù e garr-boutin evit ar rummadoù yaouankañ, er Stadoù Unanet, a-benn gweladenniñ al lec'hioù pouezus 'barzh istor ar gwirioù keodedel. E-kerzh ur weladenn e 1997, ar garr-boutin a-gouezh 'barzh ur stêr, Adisa Foluke, anavezhet evel advab-bihan Rosa, a zo lac'het war an taol, ar meur a reoù all a zo gloazet.

He labour evit ar gwirioù keodedel[kemmañ]

Kemeret he deus pezh e bale ar peoc'h Washington e 1963, hag e hini Montgomery e 1965.

Goude bezañ labouret evit John Conyers, betek 1988, kendalc'het he deus da stourm evit ar gwirioù keodedel. Ezel e oa ouzh an NAACP abaoe pell amzer dija. E 1995, kemer a ra perzh er Million March Man, hag a bodo muioc'h eget ur million a dud du e Washington.

E 1992, Rosa Parks a embann ul levr evit ar vugale anavezhet : "Rosa Parks : My Story". Un dezrevell eus he buhez eo betek an deiz lâret e 1955, lec'h m'he deus nac'het lezel he flas er c'harr-boutin. C'hoant he doa lakaat da gompren d'ar vugale n'eo ket bet aes da gounez ar gwirioù o deus hiziv an deiz.

Dleet he deus ur bern a amzer d'an institud krouet ganti.


Fin he buhez[kemmañ]

He bloavezhioù diwezhañ a zo bet diaes. Kaset e voe d'an ospital goude un hold-up c'hoarvezet an 30 a viz Eost 1994, gant un den yaouank eus 28 bloaz, Joseph Skipper, laerañ a reas dezhi 53 dollar. Kondamnet e vo an 8 aviz Eost 1995 da 15 bloaz toull-bac'h. Rosa a bardono dezhañ rak goulennet eo bet ganti e c'halfe an den yaouank en em adprenañ e plas mont en toull-bac'h.

Poan he deus da baeañ feurmoù he lojeiz, rediet e vo da goulenn sikour ouzh he iliz a-benn ma paouzfe ar perc'henn e poursuoù a-varn.

Rosa Parks a vevo e Detroit betek he marv. Abaoe 2004, Rosa a gouzañv ur follañs, gwasoc'h gwasañ eo.

Rosa Parks, skeudenn divinadellek ar stourm evit ar gwirioù keodedel hag a-enep hanbarzh ar gouennoù, a zo marvet ar 24 a viz Here 2005, d'an oad a 92 bloaz, e Detroit.

Goude he marv , ar c'hlas politikel a-bezh en deus roet he gourc'hemennoù. Ar prezidant, George W. Bush, en deus enoret he memor e-kerzh un tamm prezegenn er skinwel, he c'horf a zo chomet diskouezet 2 devezh er C'hapitole evit ur gourc'hemenn publik. Privilaj boaz miret evit ar bolitikourien hag ar soudarded, Rosa Parks a zo an 31vet den goude ar prezidant Ronald Reagan e 2004 hag ar vaouez kentañ o reseviñ ar gourc'hemenn-se. An eil den du eo ivez, an hini kentañ a oa Jacob J. Chestnut, hag an eil den na oa ket er gouarnamant, an hini kentañ a oa Pierre L'Enfant e 1990.

Miliroù a dud o deus kemeret perzh en he obidoù en iliz Greater Grace Temple e Detroit an 2 a viz Du. War-dro 60 000 amerikaned o deus gourc'hemennet anezhi e-pad devezhioù kentañ a heulie he douaridigezh en Alabama hah e Washington. Meur a dud brudet o deus kemeret perzh ivez, evel Bill Clinton, Hilary Clinton, Jesse Jackson, dilennaidi du ar C'hendalc'h... Ar gannerez Aretha Franklin, he deus kanet evit an digarez. Ar brezidant amerikan en doa dekredet e oa ret lakaat ar banieloù e kañv devezh he douartidigezh. Ar c'harr-kañv a voe heuliet gant ur c'harr-boutin eus ar bloavezhioù 1950 goloet gant ul lien du. Goude he marv, ar c'harr-boutin lec'h ma oa bet herzhet Rosa a zo bet goloet gant ul lien ruz ha du betek an obidoù ofisiel. Añfin eo bet lakaet war plasoù kentañ kirri-boutin Montgomery fotoioù diouzhti, en-droet gant ul lietenn skrivet warni : " Ar gevredigezh RTA a ro he gourc'hemennoù d'ar vaouez a zo chomet war-sav en ur vezañ azezet"

Enorioù[kemmañ]

- 1979 : Reseviñ a ra gant an NAACP ar Spingam Medal, an hini pouezusañ eo.

- 1980 : Reseviñ a ra ar Marthin Luther King Sr. Award.

- 1983 : Anvet eo evit ar Michigan's Women Hall of Fame evit he aksioñoù stourm evit ar gwirioù keodedel.

- 1990 : Ar greizenn Kennedy e Washington, a diroio dezhi ur priz evit he 77vet deiz ha bloaz.

- 1994 : Reseviñ a ra Priz ar Peoc'h Rosa Parks e Stockholm, Sveden.

- 1996 : Bill Clinton a diroio dezhi Medalenn prezidantel ar frankiz.

- 1997 : Ar published Act no. 28 a lak al Lun kentañ goude ar 4 a viz C'hwevrer da vezañ un deiz gouel. AR wech kentañ e vo d'un den bev kaout un deiz gouel en e enor.

- 1998 : Reseviñ a ra diouzh an National Underground Railroad Freedom Center ar Freedom Conductor Award.

- 1999 : An Organe Législatif Amerikan a diroio dezhi ar C'hongressional Gold Medal.

        Reseviñ a raio ivez an Detroit-Windsor International Freedom Festival Freedom Award.
        E miz Gwendolo e resevo gourc'hemennoù an Alabama Academy of Honor.
        Ar gazetenn Time a verk anezhi evel unan eus an 20 den pouezusañ en XXvet kantved.

- 2000 : Reseviñ a ra an Alabama Academy of Honor hag ar Governor's Medal of Honor for Extraordinary Courage.

        Miz Kerzu, an Troy State University eus Montgomery a ro he anv d'ul levraoueg ha d'ur mirdi. Igoret e vefont e 2001. Ur straed hag ur skol a dalc'h e anv ivez e Detroit.

- 2001 : E miz Mae, The Rosa Parks Story a zo troet e Montgomery. Signet e vo ar 24 a viz C'hwevrer 2002 war ar chadenn CBS.

- 2002 : Ar film Mighty Times : The Legacy of Rosa Parks a zo anvet evit an Academy Award.

- 2006 : Al Lise Rosa Parks a zo krouet e Neuvill-sur-Saône, e Bro-C'hall.

        Pascal Obispo a grou ur ganaouenn anvet Rosa. 
        Ur skolaj a digor e dorioù e Villabé, Skolaj Rosa Parks.

- 2007 : An 10 a viz Mae ti-kêr Aubervilliers a igor plasenn Rosa Parks, padal m'emañ hini La Courneuve o igoriñ ur straed Rosa Parks.

- E Yaounde, kêrbenn Kameroun, ar straed lec'h m'emañ Kannad ar Stadoù Unanet a zo anvet Rosa Parks.

- E Roazhon, d'al Lun 31 a viz Eost 2009, penn-linenn linenn 7 ar rouedad kirri-boutin a zo bet badezet Rosa Parks.