Yaoundé

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Yaoundé eo kêr-benn hag eil kêr vrasañ Kameroun (1 430 000 a annezidi e 2004) goude Douala. Emañ e-kreiz ar vro, ur 750 m bennak a-us live ar mor.

Gwel eus Yaoundé

Savet e voe Yaoundé e 1888 gant kenwerzhourien alaman, evit servijout da ziazez evit o c’henwerzh eus an ivor (an olifant). Aloubet e voe gant soudarded eus Belgia e-pad ar Brezel-bed kentañ ha goude ar brezel e teuas da vezañ kêr-benn Kameroun C'hall. Abaoe m’eo dizalc’h Kameroun ez eo kêr-benn ar stad.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.