Arthur Conan Doyle

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sir Arthur Conan Doyle
Arthur Conan Doyle
Sir Arthur Conan Doyle
Obererezh romantour
Ganedigezh 2 a viz Mae 1859
Dinedin Banniel Bro-Skos Bro-Skos
Marv 7 a viz Gouere 1930
Crowborough, Bro-Saoz, Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Yezh skrivañ saozneg
Rumm lennegel romant polis, avanturioù

Sinadur ArthurConanDoyleSignature.png

Sir Arthur Ignatius Conan Doyle (Dinedin 22 a viz Mae 18597 a viz Gouere 1930) a oa ur skrivagner skosat eus ur familh a orin iwerzhonat. Brudet-kaer eo gant e istorioù diwar-benn an enklasker Sherlock Holmes a vez sellet outo e-giz un nevezadenn a-bouez war dachenn an istorioù dre wall piv. Ur skrivagner puilh eo bet hag e-touez e oberoù e kaver istorioù skiant-faltazi, romantoù istorel, pezhioù-c'hoari hag istorioù karantez, barzhonegoù, ha skridoù nann-faltaziek.

Buhezskrid[kemmañ]

Sir Arthur Conan Doyle a oa bet ganet d'an 22 a viz Mae 1859 e Dinedin e Skos. Un tiegezh niverus e oa tiegezh Doyle peogwir e voe ganet nav breur ha c'hoar da Arthur vihan. E dad a oa ur c'hargad bihan hag a oa deuet da vezañ mezvier pa varvas. E vamm a orin iwerzhonat a oa eus lignez ar Blantageneted.

Goude bezañ bet war ar studi kentañ hag eil derez e skolioù katolik e teuas da vezañ difeiz. Etre 1875 ha 1891 e studias ar medisinerezh e skol-veur Dinedin, ha goude se e voe medisin diouzh e vicher e-pad ur pennad amzer, hep ober berzh bras avat. Dre m'en doa nebeud a arvalien e c'hellas en em reiñ d'ar skrivañ. Embann a reas e skridoù kentañ (nann holmesian) e 1879, met e miz Du 1887 an hini eo e teuas Sherlock Holmes war wel evit ar wezh kentañ e-barzh A Studi in Scarlet embannet er Beeton's Christmas annuel. Abred e tilezas ar medisinerezh evit en em ouestlañ d'ar skrivañ nemetken.

Ober a reas war-dro politikerezh ha skrivañ a reas a bep seurt oberoù, en o zouez ur flemmskrid : The war in South Africa : Its Cause and Conduct (Ar brezel e Suafrika, ar pennabeg anezhañ hag e aozadur). E 1902 e voe lakaet da nobl ha setu e teuas da vezañ Sir Arthur Conan Doyle.

Adalek 1918 en em ouestlas d'ar speredouriezh dreist-holl, ha kregiñ a reas gant un droiad prezegennoù en ur skrivañ oberoù liesseurt, en o zouez The New Revelation (An diskuliadur nevez) (1918). Enno e fell dezhañ prouiñ e kendalc'her da vevañ goude ar marv, hag e c'heller mont e darempred gant ar bed all. Gant skeudennoù boudiged Cottingley savet gant div Saozez yaouank e voe tremenet lost al leue dre e c'henoù war-dro 1922.

Daoust ma anavezer Conan Doyle dreist-holl dre ma krouas tudenn Sherlock Holmes eo ret kaout soñj e oa anezhañ ur skrivagner ken puilh ha ma oa liesdanvez e skridoù : danevelloù istorel (e-giz The White Company (Ar gompagnunez Wenn)) ; oberoù skiant-faltazi (e-giz The Lost World (Ar Bed Kollet) hag avanturioù all eus ar C'helenner Challenger) ; romantoù met levrioù diwar-benn ar paranormal ivez a gaver e-touez e oberoù. Roet en deus deomp ouzhpenn hanter-kant levr hag un niver bras-meurbet a zanevelloù.

Mervel a reas Sir Arthur Conan Doyle d'ar 7 a viz Genver 1930, brudet ha pinvidik. Daoust ma roe ar brasañ pouez d'e oberenn istorel ez eo-hi peuzankounac'haet hiziv-an-deiz. Er c'hontrol ez eo brudet e dudenn Sherlock Holmes er bed a-bezh hiziv-an-deiz, o vougañ e grouer, daoust ma kave da hemañ ne oa nemet ul lennegezh d'en em vevañ.

Levrlennadur[kemmañ]

Sherlock Holmes[kemmañ]

Avanturioù Sherlock Holmes a zo enno pevar romant ha c'hwec'h danevell hag hanter-kant embannet etre 1887 ha 1927 :

Romantoù[kemmañ]

Danevelloù[kemmañ]

The Adventures of Sherlock Holmes (Avanturioù Sherlock Holmes) (1892)[kemmañ]
  • A Scandal in Bohemia (1890)
  • The Red-Headed League (1891)
  • The Case of Identity (1891)
  • The Boscombe Valley Mistery (1891)
  • The Five Orange Pips (1891)
  • The Man with the Twisted Lip (1891)
  • The Adventure of Blue Carbuncle (1892)
  • The Adventure of Speckled Band (1892)
  • The Adventure of the Engineer's Thumb (1892)
  • The Adventure of the Noble Bachelor (1892)
  • The Adventure of the Beryl Coronet (1892)
  • The Adventure of the Copper Beeches (1892)
The Memoirs of Sherlock Holmes (Eñvorennoù Sherlock Holmes) (1894)[kemmañ]
  • The Adventure of Silver Blaze (1893)
  • The Adventure of Carboard Box
  • The Adventure of the Yellow Face (1892)
  • The Adventure of Stockbroker's Clerk (1893)
  • The Adventure of « Gloria-Scott » (1893)
  • The Adventure of the Musgrave Ritual (1893)
  • The Adventure of Reigate Squire (1892)
  • The Adventure of the Crooked Man (1893)
  • The Adventure of Resident Patient (1893)
  • The Adventure of the Greek Interpreter (1893)
  • The Adventure of the Naval Treaty (1893)
  • The Adventure of the Final Probleme (1893)
The Return of Sherlock Holmes (Distro Sherlock Holmes)(1904)[kemmañ]
  • The Adventure of the Empty House (1903)
  • The Adventure of Northwood Builder (1903)
  • The Adventure of the Dancing Men (1903)
  • The Adventure of Solitary Cyclist (1903)
  • The Adventure of the Priory School (1904)
  • The Adventure of Black Peter (1904)
  • The Adventure of Charles Auguste Milverton (1904)
  • The Adventure of the Six Napoleon (1904)
  • The Adventure of the Three Students (1904)
  • The Adventure of Goldenn Pince-Nez (1904)
  • The Adventure of the Missing Three-Quarter (1904)
  • The Adventure of teh Abbey Grange (1904)
  • The Adventure of the Second Stain (1904)
His Last Bow (E Waregerezh Diwezhañ) (1917)[kemmañ]
  • Wisteria Lodge
  • The Adventure of the Bruce-Partington Plans
  • The Adventure of the Devil's Foot
  • The Adventure of the Red Circle
  • The Disappearance of Lady Frances Carfax
  • The Adventure of Dying Detective
  • His Last Bow: The War Service of Sherlock Holmes
The Case-Book of Sherlock Holmes (1927)[kemmañ]
  • The Adventure of the Mazarin Stone
  • The Probleme of Thor Bridge
  • The Adventure of the Creeping Man
  • The Adventure of the Sussex Vampire
  • The Adventure of the Three Garridebs
  • The Adventure of the Blanched Soldier
  • The Adventure of the Lion's Mane
  • The Adventure of the Retired Colourman
  • The Adventure of the Veiled Lodger
  • The Adventure of Shoscombe Old Place

Kelenner Challenger[kemmañ]

Romantoù istorel[kemmañ]

Oberoù all[kemmañ]