Myanmar

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Birmania)
Mont da : merdeiñ, klask
Myanmar long form.svg
Pyidaunzu Thanmăda Myăma Nainngandaw

Banniel Myanmar Skoed-ardamez Myanmar
(Banniel Myanmar) (Skoed-ardamez Myanmar)
LocationMyanmar.svg
Kan broadel Kaba Ma Kyei
"Betek diwezh ar bed"
Yezh ofisiel Birmaneg
Kêr-benn Naypyidaw
Gorread
-En holl
-% dour

678 500 km²
3,06%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

46 986 207 (2006)
69/km²
Prezidant Thein Sein
Kentañ ministr Soe Win
Gouel broadel 4 a viz Gouere
Moneiz Kyat
Kod pellgomz +95
Kod war ar Genrouedad .mm

Myanmar (pe Birmania), anv leun Republik Unaniezh Myanmar, a zo ur vro eus reter Azia, bevennet gant Sina er biz, Laos ha Tailand er reter, gant Bangladesh hag India er gwalarn, ha Mor Andaman ha pleg-mor Bengal er c’hornôg. Kêr-benn ar vro e oa Yangon (anvet Rangoon gwechall), a-raok bezañ dilec'hiet en ur gêr nevez anvet Naypyidaw.

Anv ar vro[kemmañ]

E yezh ar vro e reer gant ar gerioù Myanma pe Bama. Myanma eo ar stumm lennek evit anv ar vro, tra m’eo Bama ar stumm komzet, ar stumm pemdeziek. Disheñvel-mat eo ar yezh komzet diouzh ar yezh skrivet eno, evel ma c’hell c’hoarvezout e broioù all ivez. A-gozh eo anavezet ar stummoù "Myanma" ha "Bama". Ar stumm Bama moarvat en deus roet ar stummoù a zo bet implijet gant an drevadennerien, e portugaleg (Birmânia), saozneg (Burma), hag e yezhoù all c’hoazh. An eil pe egile eus ar stummoù-se ne dalvezont evit gwir nemet da envel bro an dud a gomz ar yezh pennañ (burmeg pe birmaneg). Hini ebet anezho ne dalvez evit ar vro a-bezh, ur vro a zo enni hiziv e-leizh a vinorelezhioù broadel, bet staget ouzh rouantelezh kozh "Myanma / "Bama" gant an drevadennerien saoz. E 1989 e tivizas ar gouarnamant (anvet Kuzul da adsevel an urzh) e tlee ar yezhoù all ober gant ar stumm birmanek lennek Myanma evit envel ar vro. An anv ofisiel e yezh ar vro a oa dija Myanma ha ne cheñche ket. Evit an anv saoznek e oa ret cheñch eus Burma da v-Myanmar. Kinniget e oa bet skrivañ un R e dibenn ar ger evit ma vefe distaget hir ar vogalenn ziwezhañ gant ar saoznegerien. War an taol ne oa ket bet degemeret mat ar c’hemm-se en anv saoznek abalamour ma ne oa ket demokratel ar gouarnamant : an darn vrasañ eus an demokrated, a zo enebourien d’ar gouarnamant, a zalc’h d’ober gant ar stumm Burma pa gomzont saozneg ha gant gerioù kar e yezhoù all[1]. Tammig-ha-tammig, koulskoude, eo deuet ar stumm Myanmar da vezañ implijet muioc’h-mui er bed saoznek, daoust ma talc’her d’ober gant Burmese evit envel an annezidi. En Aozadur ar Broadoù Unanet e reer, e saozneg, gant an anvadur Myanmar. Gouarnamantoù ar Rouantelezh Unanet hag ar Stadoù Unanet avat a zalc’h d’ober gant ar stumm Burma. Goude ar bed saoznek eo bet degemeret ar stumm Myanmar (pe Myanma) e broioù all hag e yezhoù all, e-kichen ar stumm a veze implijet eno diagent (ur stumm heñvel ouzh ar brezhoneg Birmania).

Istor[kemmañ]

Ur rouantelezh dizalc’h e voe Birmania etre ar XVIvet hag an XIXvet kantved. Goude meur a vrezel gant ar Saozon etre 1824 ha 1886 e voe staget Birmania ouzh impalaeriezh ar Rouantelezh Unanet ha dont a reas da vezañ ul lodenn eus Indez. E-pad an Eil Brezel-Bed e voe aloubet ar vro gant armeoù Japan, skoazellet gant brogarourien a felle dezho en em zizober eus yev Breizh-Veur.

E 1948 e teuas ar vro da vezañ dizalc’h. E 1962 e voe ur taol-stad gant an arme ha kemeret e voe ar galloud gant ar jeneral Non Win a renas war ar vro e-pad ouzhpenn 26 vloaz. E 1988 e voe un taol-stad all, gant soudarded adarre. Abaoe eo renet ar vro gant an arme, dindan renerezh ar jeneral Than Shwe.

Notennoù[kemmañ]

  1. Sellit ouzh lec'hiennoù saoznek Aung San Suu Kyi, ar strollad National League for Democracy pe The National Coalition Government of the Union of Burma