Mel
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
-
Gant ar ger "Mel" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Mel (disheñvelout).
Ar mel (liester : meloù) a zo un danvezenn c'hwek ha frondus, liv melen pe c'hell dezhi, hag a vez fardet gant meur a seurt gwenan ha un nebeut spesadoù gwesped evit kaout boued evito hag evit magañ o freñvedennoù bihan. P'eo graet gant sukr sunet diwar eztaoladurioù ar bleunioù, ur vammenn a-bouez eo bet evit an Den pa ne ouie ket c'hoazh fardañ ar sukr diwar ar plant (korz-sukr, beterabez). Gwelet eo bet evel ur remed evit pareañ meur a gleñved gant ar vezeien eus an amzerioù koshañ. P'eo implijet evel magadur an dud e teu ar mel eus ar pezh a vez fardet gant spesad ar gwenan "Apis". Gwechall-gozh ha e rannbedoù zo hiziv e vez dastumet mel ar gwenan gouez e-lec'h m'o deus graet o annez, e kreiz ur wezenn goullo da skouer, met ar wenanerien a oar bodañ taolioù-gwenan en un arc'hig a reer ruskennoù eus outo. Ar gwenanerezh (pe ar sevel gwenan), e bal produiñ ar mel a zo ur skourr d'ar gounezerezh.
Taolenn |
Gerioù deveret [kemmañ]
Gerioù gant mel enno [kemmañ]
Troioù-lavar [kemmañ]
- reiñ mel d'unan bennak
- reiñ mel gant al loa-bod
- ne ra koar na mel
Ar mel er yezhoù keltiek hag er sañskriteg [kemmañ]
Kembraeg : mêl, gouezeleg hag iwerzhoneg : mil, kerneveureg : mel. E sañskriteg : mádhu
Pennadoù kar [kemmañ]
Levrolladur [kemmañ]
- Janig Bayon. Ar gwenan : "loened an aotrou doue". In : Hor Yezh, 180, Genver 1989