Meurvor Indez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Meurvor Indez

Ur meurvor er su da Azia, er reter da Afrika hag er c'hornaoueg da Aostralazia eo Meurvor Indez. Anvet eo diwar hini Indez, da lavaret eo an holl vroioù el ledenez vras m'emañ India, Pakistan ha Bangladesh enni.

War e riblennoù hanternoz e kaver Ledenez Arabia, Iran, Pakistan, India, Bangladesh, Tailand, Malaysia, Indonezia hag Aostralia. Er c'hornôg e kaver aodoù Afrika (Djibouti, Kenya, Tanzania, Madagaskar, Mozambik, Moris) hag er Su emañ Meurvor Antarktika (pe Meurvor ar Su hervez lod).
Dre un emglev etrebroadel emañ e harz gant ar Meurvor atlantel war led Kab ar Pikernigoù (20° E), gant ar Meurvor Habask war hed enez Tasmania ha gant Meurvor Antarktika war an 60vet hed Su.
Gant Meurvor Indez ez eus ur gorread 75 milion a km².