Meurvor ar Su

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Meurvor ar Su

Dre emglev e vez graet Meurvor ar Su bremañ (abaoe 2000) eus an hollad morioù a gaver en-dro da Antarktika betek an 60vet ledredenn su, da-heul un diviz eus an Aozadur Hidrografel Etrebroadel (AHE/IHO).

Unan eus pemp meurvor ar bed an hini eo. Gwechall e veze graet Meurvor Antarktika, pe Meurvor polel Antarktika eus an hollad-se.

Goloet e vez an darn vrasañ anezhañ e-pad c'hwec'h miz ar goañv gant ar vorskorneg.

Douaroniezh[kemmañ]

E-keñver moroniezh eo termenet ar meurvor-se evel ar meurvor liammet gant Morredenn Drobolel Antarktika hag a dremen en-dro da Antarktika. E-barzh emañ Mor Amundsen, Mor Bellingshausen, un darn eus Tremen Drake, Mor Ross, un tamm bihan eus Mor Scotia, ha Mor Weddell. Ar pezh a ra 20 327 000  kilometrad-karrez.