Maputo
Eus Wikipedia
Maputo (2006)
Maputo eo kêr-benn ha kêr vrasañ Mozambik.
E kreisteiz ar vro emañ, war aod Meurvor Indez. Savet e voe e 1782 gant trevadennerien eus Portugal, dindan an anv Lourenço Marques. Da vare dizalc'hiezh Mozambik e 1975 e oa bet kemmet an anv-se ouzh Maputo. Tremen ur milion a dud zo o chom enni.
Liammoù diavaez[kemmañ]
- Lec'hienn ofisiel kumun Maputo (e portugaleg)
- Portal Maputo (e portugaleg)