Harz-lamm

Eus Wikipedia
Un harz-lamm ront eus an arme amerikan.

Un harz-lamm (liester: harzoù-lamm) a zo ur seurt ardivink a dalvez da c'horrekaat diskenn tud pe traoù o kouezhañ eus an uhel. Dre vras e vez graet gant ur seurt bolz ront pe hirgarrez danvez (niloñs alies bremañ) skañv ha solut, ha kerden a vez lakaet un den pe traoù a-istribilh outi. Graet e vez gant harzoù-lamm evit meur a dra : tud, traoù a bep seurt (pakadennoù...), bombez, pe egorlistri.

En arme e kaver harzlammerien, hag e bed ar sportoù ivez : an harzlammerezh a vez graet anezhi, ha sportoù all ha dudi a bep seurt a zo deveret diouti : ar bolc'haskellañ, ar base jump, an harzhlammerezh pignat, ar speed riding, ar c'hite-surf hag ar snowkite.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.