3 Genver
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 3 a viz Genver)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1521 : ezkumunugenn Martin Luther gant an Iliz katolik roman.
- 1795 : emglev kuzh etre Rusia hag Aostria a-benn rannañ Polonia evit an trede gwezh.
- 1925 : divodet Unvanidigezh Sindikadoù Italia (USI) gant Benito Mussolini, prezidant kuzul ar vinistred italiat.
- 1944 : dizalc’higezh Siria ha Liban.
- 1959 : Alaska a ya d’ober 49vet Stad Stadoù Unanet Amerika.
- 1961 : torret al liammoù diplomatek gant Stadoù-Unanet Amerika diouzh Kuba.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- -106 : Cicero, filozofour ha den a Stad roman († -43).
- 1196 : Tsuchimikado, Impalaer Japan († 6 a viz Du 1231 e ?).
- 1239 : Yann II, dug Breizh (1286-1305).
- 1793 : Lucretia Mott, stourmerez amerikan evit gwirioù ar merc’hed hag a-enep ar sklavelezh († 1880).
- 1829 : Konrad Duden, yezhour ha geriadurour alamanek († 1añ a viz Eost 1911 e Sonnenberg (Alamagn)).
- 1892 : J. R. R. Tolkien, skrivagner saoznek († 2 a viz Gwengolo 1973 e Bournemouth (Bro-Saoz).
- 1911 : John Sturges, filmaozer amerikan († 1982).
- 1924 : André Franquin, treser BT belgiat († 1997).
- 1929 : Sergio Leone, filmaozer italian († 1989).
- 1956 : Mel Gibson, aktour ha filmaozer aostralian.
- 1969 : Michael Schumacher, reder kirri-tan alaman.
Marvioù [kemmañ]
- 1875 : Pierre Larousse, geriadurour gallek (° 1817).
- 1945 : Edgar Cayce, parapsikologour amerikan (° 1877).
Lidoù [kemmañ]
- Relijion gatolik - Sent an deiz :
- santez Jenovefa, gwerc'hez ha harozez an harzerezh d'an Normaned e Pariz (Vvet kantved)
- santez Gwenezhan, gwerc'hez e Breizh
