Mengleuz
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Kement lec'h ma c'haller tennañ danvezioù fetis ennañ eus an douar a vez graet mengleuz (liester : mengleuzioù) eus outañ.
Dindan an amzer emañ ar mengleuzioù evit eztennañ ar mein pe ar pri implijet er sevel tiez, ar mein-glas en o zouez. Ar pri-gwenn (kaolin e galleg) a vez eztennet diouzh mengleuzioù digor koulz ha dre gleuziañ ribouloù. Ret e vez kleuziañ ribouloù evit klask danvezioù priziusoc'h all evel ar metaloù (houarn, kouevr, aour, arc'hant, plom, staen, aour-gwenn, talk...). Graet e vez min ivez (diwar ar galleg mine) eus ar mengleuzioù-se. An holl vengleuzioù a zo renet dindan kod ar mengleuzioù e Bro-C'hall. Hervezañ ret eo goulenn digant ar velestradurezh un aotre evit eztennañ a-yoc'h traoù eus an douar.
Danvezioù pennañ eztennet eus douaroù Breizh [kemmañ]
Sell ouzh Mengleuzerezh e Breizh
P'eo ledenez Breizh ur rann eus an tolzennad karregadoù bras ha kozh-tre a ya d'ober an torosad Arvorig ez eus meur a vetal ha meur a seurt maen a c'hell bezañ eztennet. Sell ouzh douarouriezh Breizh.
Hiziv e vez eztennet un tammig houarn hag uraniom ha kalzik a garregadoù : granit (50% produadur Bro-C'hall), pri-gwenn e Berrien, kerfalit e Groñvel.
Gwechall e veze mengleuzioù staen (korvoet en Henamzer hag e dibenn ar XXvet kantved), ar plom hag an arc'hant (mengleuzioù an Uhelgoad), ar maen-glas (pe ar sklent) kavet e-leizh e Menez Are, met serret diwar kevezerezh mengleuzioù Anjev ha Spagn.