Kentelioù an Noz
E 1985 e oa bet savet ar gevredigezh Kentelioù an Noz gant Gweltaz Adeux, Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol.
E-pad pell ez eus bet graet skol vrezhoneg d'an dud deuet gant he c'helennerien e Naoned hepken.
E 2001 e oa aet an traoù kalzik war-raok pa oa bet krouet ur post a-vicher (implijad yaouank). Dre-se e oa bet ledanaet an dachenn kelenn d'al Liger-Atlantel a-bezh (eus Erbigneg betek Gored e-kichen Klison) ha divizet e oa bet diorren an obererezhioù tro-dro d'ar brezhoneg (sport, c'hoarioù-dudi, keginañ...).
D'an 29 Kerzu 2003 e oa bet roet ar gratadur Yaouankiz ha Sportoù dezhi.
E 2007 e oa deuet da vezañ ur gengevredigezh, enni Kentelioù an Noz - Gwinieg, Kentelioù an Noz - Chapel-Erzh, Kentelioù an Noz - Gwerzhav.
E 2008 ez eus 17 kelenner oc'h ober skol vrezhoneg da noz pe war an deiz, ha dre se eo ar framm brasañ e Breizh e-keñver niver a gelennerien.
O kenderc'hel da gas he obererezhioù war-raok en departamant e oa bet graet, ouzhpenn stajoù e Naoned hag er Poulgwenn, he staj kentañ ganti e bro Raez, d'an 9 C'hwevrer 2009 e Kerverner-Raez.
E 2010 e oa 250 ezel gant ar gevredigezh.
[kemmañ] Lec'hioù ar c'hentelioù (2010/2011)
E departamant al Liger-Atlantel :
- Bro Naoned : Chapel-Erzh, Naoned (7 karter), Orvez, Sant-Ervlan
- Bro Raez : Kerverner-Raez
- Bro Gwinieg : Gwerzhav, Al Lavreer-Botorel
E lec'hioù all :
[kemmañ] Prizioù
2003 : Priz rannvroel dazont ar brezhoneg (aozet gant Kuzul-rannvro Breizh hag Ofis ar Brezhoneg)
2004 : Priz al labour a-youl-vat (aozet gant Banque populaire Atlantique)
2005 : Priz rannvroel dazont ar brezhoneg (aozet gant Kuzul-rannvro Breizh hag Ofis ar Brezhoneg)
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Lec'hienn ofisiel
- (br) Mathieu Guihard, « Eus Naoned da Shanghai, kentelioù brezhoneg ezporzhiet ! », d'an 13 a viz Kerzu 2008, Agence Bretagne Presse.
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |