Ruzieg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ruzieg
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Iliz Pêr ha Paol
Iliz Pêr ha Paol
Ardamezioù
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Kastell-Briant
Kanton Ruzieg (pennlec'h)
Kod kumun 44146
Kod post 44660
Maer
Amzer gefridi
Jeannette Boisseau
2014-2020
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Kastell-Briant
Bro velestradurel Bro Kastell-Briant
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 240 ann. (2011)[1]
Stankter 40 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 28′ 12″ Norzh
1° 15′ 54″ Kornôg
/ 47.4701, -1.2649
Uhelderioù kreiz-kêr : 74 m
bihanañ 39 m — brasañ 109 m
Gorread 56,32 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Ruzieg
Map commune FR insee code 44146.png

Ur gumun eus Breizh eo Ruzieg[2], e Bro-Naoned, e departamant al Liger-Atlantel. Pennlec'h kanton Ruzieg eo ivez, en arondisamant Kastell-Briant.

Istor[kemmañ]

Douar-dalc'h orin ar marc'htierned Ruzieg e oa. Gwechall e oa ur c'hastell a-us kêr el lec'h m'emañ an iliz Pêr ha Paol hiziv, met e 1173 e voe distrujet ar c'hastell kentañ gant goprsoudarded a Vrabant a oa dindan veli roue Bro-Saoz.

Teir barrenn vras a oa e dalc'h aotrouien Ruzieg : Ruzieg-e-Ruzieg, Ruzieg-e-Tourig ha Ruzieg-en-Tilh. Diwar an div varrenn ziwezhañ-mañ e voe savet, gant an amzer, beskontelezh Tourig ha kastellaniezh an Tilh.
War c'hwec'h parrez en em astenne barrenn Ruzieg-e-Ruzieg e 1560 : Ruzieg, Ruzinieg, Lalleu-Saint-Jouin ("Douar-kuit Sant Jouan"), Herzieg-Mez, Soulvac'h ha Sant-Yann Vere[3]
Ledanoc'h c'hoazh e oa beli aotrouien Ruzieg e gwirionez, p'o deveze ar gwir a reizh betek an Tilh, Tourig ha Pereg diouzh un tu, betek Sant-Albin-ar-C'hestell ha Sant-Visant-al-Lann diouzh an tu all.

Ar Goadeg Nevez, ur vilin-avel e Ruzieg ha hini Ruzinieg a oa e dalc'h an aotrouien ouzhpenn da gastelloù Ruzieg ha Soulvac'h.
Kalz gwizien a oa dindan beli aotrouien Ruzieg.

Tiegezhioù brudet a voe perc'henn war gastelliezh Ruzieg :

Douaroniezh[kemmañ]

Ruzieg a zo ur gumun er gwalarn da Gastell-Briant. Ar c'humunioù e-kichen a zo Soulvac'h, Ferreg, Noal-ar-Bruz, Kastell-Briant, Saoudan ha Ruzinieg evit al Liger-Atlantel, ha Tilheg evit an Il-ha-Gwilen.

Emdroadur ar boblañs 1962-2010[kemmañ]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ]

Tud dibar[kemmañ]

Gevelliñ[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Dave ha notennoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Ruvieg, e Geriadur Hemon, 1978, 1993. Tennet eo bet ar stumm-mañ eus embannadurioù diwezhañ Geriadur Hemon-Huon, evit lakaat «Ruzieg», hervez erbed Ofis ar Brezhoneg.
  3. Dielloù Breujoù Breizh, 13 marilh an editoù, 119.