Kabilia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pelec'h emañ Kabilia.
Kartenn Kabilia e kabileg.

Lec'hiet eo Kabilia (Tamurt n Iqbayliyen pe Tamurt n Izwawen e kabileg) e biz Aljeria en Afrika an Norzh, war vord ar Mor Kreizdouarel. E reter Aljer emañ. Ul lec'h meneziek-tre eo.

Poblañs[kemmañ]

Eus ar ger arabek القبائل al-quabila, "meuriad" e teufe anv ar vro.
6 490 776 a dud a vev en holl e Kabilia (2011).
25 257 km² eo gorread Kabilia.

E 1871 e oa bet un emsavadeg gant ar Gabiled a-enep ar C'hallaoued ha neuze e oa bet rannet Kabilia e div lodenn gant ar C'hallaoued : norzh Kabilia a veze anvet ganto Kabilia Veur, ha su Kabilia, Kabilia Vihan. Ur bern Kabiliz a vev en diavaez eus Kabilia, peurliesañ en Europa, hag alies e Bro-C'hall.

Traoù all da c'houzout[kemmañ]

Brezel ar panelloù e Kabilia

E Kabilia e vez komzet kabileg pe tamazight (hag a zo berbereg), arabeg Aljeria ha galleg.

Bejaia, Tizi Ouzou, Bouira, Bourmedes, Bordj-Bou-Arreridj, Jijel ha Setif eo ar c'hêrioù pennañ.

A nerrez wala a neknu eo ger-stur Kabilia, hag a dalvez kement ha « Kentoc'h terriñ eget plegañ ». (Hini Breizh : Kentoc'h mervel eget bezañ saotret).

E-pad brezel Aljeria (1954-1962) e oa bet Kabilia e-kreiz an afer abalamour d'ar struj hag a c'holo anezhi. Tu a oa da soudarded an FLN (Font de Libération NAtional) da guzhat diouzh o enebourien.

Kabilia Veur[kemmañ]

Norzh Kabilia a vez graet Kabilia Veur, lec'hiet e norzh Aljeria ; eus kêr Thenia betek Tigzirt en em astenn, en norzh d'ar stêr Soumam a echu er mor Kreizdouarel, e-kichen porzh Beija (orin ar ger gallek bougie, "goulaouenn-goar"). Tizi Ouzou eo kêr-benn Kabilia Veur.
5 084 374 a dud a zo o vevañ e Kabilia Veur ha 135 088 e Tizi Ouzou. Ar menez brasañ eo menez Lalla-Khadidja, a zo 2308 m e uhelder. Kabilia Veur zo un dachenn hag a oa anvet Tamawya taqbaylit "Kevredad Kabilia" gwezhall gant ar Gabiliz kozh. Kabileg a vez komzet eno, ur rannyezh eus ar berbereg pe tamazight.

Rannet eo Kabilia Veur ha Kabilia Vihan gant menezioù an Djurdjura, e traoñienn ar Soumam

Diforc'het e vez Kabilia Veur diouzh Kabilia Vihan gant he menezioù uhel en em astenn, eus an Norzh betek ar Su, eus ar mor Kreizdouarel betek menezioù an Djurdjura. Tri menez pouezus a zo e Kabilia Veur :

  • Er biz, betek ar mor, emañ menez Tamgout, 1278 m uhelder dezhañ.
  • Er Su, emañ menezioù an Atlas (2308m uhelder).
  • Etre an daou emañ menez Agawa, 800 m uhelder dehzañ. War ar menez-se emañ Tizi Ouzou.

Kabilia Vihan[kemmañ]

Kêr vrasañ Kabilia Vihan eo Bejaia, a zo lesanvet Bgayet n Lejdud ("Bejaia ar re gozh").
1 406 402 a dud a vev e Kabilia Vihan ha 177 988 a vev e Bejaia. Kabileg a vez komzet eno, en un doare un tamm disheñvel diouzh yezh Kabilia Veur. Tamurt wadda a reer e kabileg eus Kabilia Vihan, a pezh a dalvez kement ha "Bro ar Su", peogwir emañ e Su traoñienn ar stêr Soumam. Menez Eponim ao ar menez uhelañ eno, 2004 m uhelder dezhañ.
Brasoc'h eget Kabilia Veur eo Kabilia Vihan.


Liammoù diavaez[kemmañ]

  • Kabyles.net e galleg, kabileg (tamazight), alamaneg, saozneg pe spagnoleg.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.