Var (stêr)

Eus Wikipedia
Ar Var en Entrevaux

Ar Var zo ur stêr e Provañs, en em daol er Mor Kreizdouar e-kichen Nisa. 114 km hed zo dezhi.

Var eo an anv en okitaneg evel e galleg, un anv a orin ligurek a dalvezfe kement ha stêr.

Hec'h anv he deus roet ar stêr d'an departamant Var, met n'emañ ket o redek drezañ ken abaoe ma oa bet tennet lodenn reter an departamant-se d'he stagañ ouzh departamant an Alpes-Maritimes e 1860, pa oa bet staget kontelezh Nisa ouzh Bro-C'hall. Bremañ emañ ar stêr Var o redek penn-da-benn e departamant an Alpes-Maritimes, war-bouez un droig a ra en Alpes-de-Haute-Provence e-kichen Entrevaux.