AC/DC

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
AC/DC
ACDC-Hughes-long ago.jpg
AC/DC e 1979 e Belfast, gant Angus Young (a-gleiz) ha Bon Scott (a-zehou)

Bro Orin Banniel Aostralia Aostralia
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare(où) Hard rock
Blues-rock
Rock and roll
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1973
Label(ioù) Albert Records
EMI Group
Columbia Records
Epic Records
Atlantic Records
Atco Records
Elektra Records
East West Records
Lec'hienn ofisiel acdc.com

Izili Brian Johnson
Angus Young
Malcolm Young
Cliff Williams
Phil Rudd
Izili bet er strollad (Sellout-ouzh ar chabistr war-se)
Endro Geordie, The Easybeats, Fraternity, The Valentines

Acdc.jpg


AC/DC a zo ur strollad sonerezh rock aostralian, savet e Sydney e-kerzh miz an Azvent 1973. A-c'houde an amzer-se e ra berzh ar strollad-se, gwerzhet e vez pladennoù a-vil-vern getoñ (muioc'h evit 200 milion er bed a-bezh). Ur strollad hard-rock pe heavy-metal a vez graet anezhañ get an darn vrasañ, pezh n'eo ket sur, tenniñ a ra e sonerezh d'ar blues ivez, gwir eo avat n'eo ket blues ar maezioù rak get tredan e trelosk ar gitaroù ha n'eo ket get dasson ar c'hoad. Gitaroù "peurgarg" pa lavarin mat. Kalavern, bejoñs a vez gete, setu ar pal.

Daou brantad amzer a zo e buhez AC/DC, hag a glota get daou ganer, an eil en doa kemeret lec'h an hani kentañ pa oa marvet hemañ diwezhañ, Bon Scott e anv, e 1980. Setu prantad 1973-1980, ha prantad 1980 betek bremañ (2013) get Brian Johnson é kaniñ. Karourion ar strollad a zo evit bep prantad nemetken, hag ul lodenn arall evit an daou ivez, daoust dezhe gouiet ez eus degouezhet un troc'h e 1980, èl ma vehe ur strollad arall àr-lerc'h.


"Ragistor" ur strollad[kemmañ]

E Bro-Skos e oa bet ganet ar vreudeur Yaouank, euh... Young... pa lârin mat, Angus ha Malcolm Young. Divroiñ a rezont get o familh da Sydney e Aostralia, a pa oant bugale anezhe c'hoazh. Malcom a voe an hani kentañ é tapout krog er gitar, ha da c'houde Angus da heul. Strollad kentañ Malcom a voe "The Velvet Underground" (arabat drougveskiñ get strollad Lou Reed ha John Cale avat !). O breur henañ, George Young, a oa bet e strollad brudetañ Aostralia er bleadoù tri-ugent, the Easybeats, ur strollad a reas berzh pa voe gwerzhet ur yoc'h pladennoù getoñ er bed a-bezh get ar sonenn "Friday on my mind" e 1967, ar wezh kentañ evit ur strollad aostralian !

Young hag e genezel er strollad Easybeats Vanda a yeas en-dro da vro Aostralia e 1973, ha setu int ec'h ober àr-dro ar sonerezh e-barzh Albert Productions, ur label pladennoù nevez savet get Ted Albert hag a rae àr-dro sonerezh the Easybeats adalek 1965 betek 1967.

Ur strollad a voe savet get Angus, Tantrum e añv, ha goude the Velvet Underground e savas Malcolm ur strollad arall, muioc'h rock'n roll anezhañ, ha kinnig d'e vreur Angus da zoned a-barzh, hag engouestlet get ar label Albert nevez savet, get Vanda ha Young (o breur) ec'h ober àr-dro kempennadur ar sonerezh evit o fladennoù kentañ.

Ur bochad sonerion a dremenas er strollad d'ar mare-se, estreget ar vreudeur Young a oa izili diazez ar strollad anezhe. Da skwer Colin Burgess hag e daboulinoù, meur a soner gitar boud pe taboulinoù arall a voe. E miz Gwengolo 1974 e voe ur c'hemmadur a-bouez : kaner kentañ ar strollad (Dave Evans) a voe skarzhet kuit ha lakaet Ronald "Bon" Scott en e lec'h, ur c'haner lan a vejoñs hag ur vouezh dibar dezhoñ. Un tammig koshoc'h e oa Bon Scott, en doa tapet skiant-prenet pa oa é kaniñ e penn strolladoù pop e-raok, er bleioù 60 get The Valentines hag er bleioù 70 get ar strollad rock Fraternity. Ha setu brud ar strollad é tibradiñ. Berzh a reas adalek neuze, get sikour o doareoù àr al leurenn, hag ivez o neuz, dreist-holl kani Angus Young, perc'hennet gwiskamant e skol eil derez getoñ àr ar leurenn betek bremañ, gwiskamant Ashfield Boys' High, e skol e Sydney, hag hemañ daet da vout ur sapre mailh get ar gitar anezhañ ivez... pa nend ae ket betek dispakiñ e revr a-wel d'an holl dud àr al leurenn ! Ur vojenn arall a voe ma vize bet ganet Angus e 1959 (kentoc'h evit 1955), da lavaret eo e vize bet 14 vle e penn kentañ ar strollad e 1973 ! Ouzhpennit pozioù get seks dibunet a-vuzuliadoù .....

An anv AC/DC a oa bet kavet get c'hoar ar vreudeur Young ("Alternating current/direct current" e saozneg, lennet geti àr ur wriaderez ! Sañset...). Hep gouiet dezhe eh eus arlivioù arall d'ar lizherennoù-se, e-keñver dougoù seks an dud, a c'hell bout tu pe du (!). Setu pezh a soñje an dud en ur arvestiñ o doareoù "glamm rock" peotramant re Angus get e wiskamant skol, pe o dilhad lufrus... Tud arall o doa treuskomprenet ur ster arall : "Anti-Christ/Devil's Children" ! hag e voent sellet èl satanisted get darn !! Pep hani a c'hell kavet un dra bennak. Pep kouilhourenn a gav mat he c'heusteurenn ! Distaget vez "Hey si di si" da gustum met en Australia 've klevet "Acca Dacca".

Berzh[kemmañ]

High Voltage (1975)

Etre 1974 ha 1978 e rae berzh spontus AC/DC, priset en Aostralia a-drugarez da abadennoù ingal gete er skinwel, Countdown. Setu o albumoù hag o fladennoù single é fringal uhel e listenn ar pladennoù gwerzhet du-hont. Da skwer unan ag ar re gentañ "It's A Long Way To The Top (If You Wanna Rock and Roll)", get biniou bras mar plij, e-ser degas Bro-Skos da soñj.

Da c'houde setu gi en Europa, e Londrez a-benn gounit kalon (ha diskouarn !) tud ar c'hevandir kozh, àr-bouez troiadoù sonadegoù kement ha ma c'hallent ! Tapet skiant-prenet evit pezh a sell doc'h seniñ e-barzh stadiumoù bras èl ma veze ar c'hiz nevez get ar strolladoù hard-rock pe rock d'ar mare-se. Ha troiadoù get strolladoù arall ivez, e stumm festivaloù. Helebini a veze e-touesk ar strolladoù, ha meur a wezh e c'hoarveze gwalldaolioù àr-lerc'h an abadennoù, pa veze toemmet d'o fenn get an alkol ha muioc'h...

Ne voe harz erbed d'o berzh e-pad barrad ar prantad punk, àr-dro ar ble 1977, peogwir e kave d'ar gazetennerion sonerezh saoz e oant punk anezhe !!! Pezh ne oa ket gwir, gwazh a se ! pe gwell a se ! O sonadegoù skrijus, lan a startijenn, neuz Angus Young àr ar leurenn, kan dirollet Bon Scott, setu peadra da levezoniñ betek ar bunked o-unan, diàr pozioù kaner ar Sex Pistols e-unan, Johnny Rotten. Ur bochad strolladoù zo bet savet àr roudoù AC/DC...

Pladennoù AC/DC o deus graet berzh a bep tu d'ar mor vras Atlantel ("Let There Be Rock" e 1977, "Powerage" e 1978), ha muioc'h c'hoazh get "Highway to Hell" e 1979.

Darvoud kriz[kemmañ]

Ur gwall reuz a voe e miz C'hwevrer 1980, pa voe kavet Bon Scott marv àr azezenn a-dreñv oto e vignonez, mouget anezhoñ get e zislonkadur, goude lonkiñ re a alkol. Mantret izili ar strollad ha da neuze e felle dezhe gober un arsav, broudet e voent get tud Bon Scott da genderc'hel get ar strollad, ha neuze kavout ur c'haner nevez : pezh voe graet get Brian Johnson, hag a oa é kaniñ e-barzh Geordie, ur strollad a oa bet gwelet get Bon Scott e-unan e-raok, hag hemañ diwezhañ ne oa ket chomet diforzh pa oa bet klevet mouezh Johnson getoñ.


Setu gi é kenderc'hel get skriviñ sonioù hag an disoc'h a voe "Back in Black" hag a voe gwerzhet muioc'h eget biskoazh en e-raok, muioc'h eget un ugent milion bennak er Stadoù Unanet.

Ar sonenn "Back in black" a zo bet savet evit enoriñ Bon Scott. Ar bladenn da heul "For Those About To Rock, We Salute You" (1981) a reas kement a berzh.


Àr zigresk eh a ar strollad[kemmañ]

Lange (a rae àr-dro kempennadur ar sonerezh) a voe skarzhet kuit e 1983 hag an album "Flick of the Switch" voe graet gete o-unan. Kuitaet en doa Phil Rudd (paotr an taboulinoù) ar strollad goude tabuterezh get unan arall (hag a vehe Malcom Young, sañset), hag erlec'hiet get Simon Wright. Enrollet e voe pladenn nevez "Fly On the Wall" e 1985 (ar vreudeur Young a reas àr he zro), ur bladenn na reas ket berzh èl re daet er-maez e-raok.

Neoazh e voe gwerzhet muioc'h a bladennoù gete get sonerezh film Stephen King "Maximum Overdrive" ("Who made who") e 1986. A-hend arall e voe ur bladenn best off (dastumet sonennoù brudet enni) d'ar mare-se hag a gavas fret. Ha neuze unan nevez arall "Blow Up Your Video" e 1988 get Vanda ha Young daet en-dro evit gober àr-dro ar sonerezh. Àr wellaat eh ae an traoù get houmañ, met pell a-walc'h ag ijin penn kentañ ar strollad.


Etre ront ha karrez, derc'hel a ra AC/DC da vont...[kemmañ]

... ha pa vehe pladennoù etre zoken, gwerzhet 'vez traoù gete bepred ! Pe video, pe pladennoù, ha sonadegoù bras a reont... Moned a ra buhez ar strollad get darvoudouigoù stard pe startoc'h (Brian Johnson distu ur wezh bennak, ar vreudeur Young a skrivas o-unan penn, Wright ne chomas ket er strollad, erlec'hiet get Chris Slade....). En neuziad nevez-se e voe "The Razor's Edge" frouezh o labourioù da neuze, hag àr-lerc'h "Ballbreaker" (1995) ha "Stiff Upper Lip" (2000)


Berzh berzh berzh[kemmañ]

Ar-lerc'h gwalldarzhadenn an 11 a viz Gwengolo 2001 e New-York e voe difennet skinañ un nebeud sonennoù AC/DC (7 en holl, hag en o zouez "Highway to hell" ha "Hell's bells"). E miz Gourhelen 2003, d'an 30 e voe ur sonadeg veur gete ha get The Rolling Stones e Sarsfest e Toronto (Ontario, Canada) : 500 000 a dud (evit skoazellañ stourm ar gêr-se a-enep kleñved-red SRAS). E 2003 e voe tizhet 20 milion pladenn "Back in black" gwerzhet er Stadoù Unanet (a zeuas da vout c'hwec'hvet pladenn muiañ gwerzhet du-hont !). 63 milion pladenn AC/DC a zo bet gwerzhet en holl er Stadoù Unanet (sifroù 2003, da lavaret eo ar pempvet strollad evit pezh a sell doc'h ar gwerzh, àr-lerc'h The Beatles, Led Zep, Pink Floyd ha The Eagles). Muioc'h a 100 milion pladenn a vehe bet gwerzhet gete er bed a-bezh, sanset !

Ur straed a voe anvet "ACDC Lane" e Melbourne, e 2004, tost d'al lec'h ma voe enrollet gete video "It's a long way to the Top" e 1975.


Liammoù[kemmañ]

Izili diazez[kemmañ]

  • Angus Young (Gitar kentañ) 1973-
  • Malcolm Young (Gitar lusk) 1973-
  • Brian Johnson (Kan) 1980-
  • Phil Rudd (Taboulinoù) 1975-1983, 1994-
  • Cliff Williams (Gitar boud) 1978-

Sonerion arall, er strollad e-pad ur prantad amzer hir pe hiroc'h[kemmañ]

Izili pennañ ha pladennoù
Bloaz Gitar solo Gitar/kan Kan Gitar boud/kan Taboulinoù Pladennoù
1973 Angus Young Malcolm Young Dave Evans Larry Van Kriedt Colin Burgess
1974 Rob Bailey Peter Clack
1975 Bon Scott George Young Tony Currenti High Voltage
1976 Mark Evans Phil Rudd T.N.T. + Dirty Deeds Done Dirt Cheap
1977 Let There Be Rock
1978 Cliff Williams Powerage
1979 Highway To Hell
1980 Brian Johnson Back in Black
1981 For Those About to Rock
1982
1983 Flick of the Switch
1984 Simon Wright
1985 Fly on the Wall
1986 Who Made Who (hanter kendastumad)
1987
1988 Blow Up Your Video
1989
1990 Chris Slade The Razor's Edge
1991
1992 Live + Live: 2 CD Collector's Edition
1993
1994
1995 Phil Rudd Ballbreaker
1996
1997
1998
1999
2000 Stiff Upper Lip
2001
2002
2003
2004
2005
2006
2007
2008 Black Ice
2009
2010 Iron Man 2 (kendastumad)


Kala-gouiañv '73 - C'hwevrer '74

  • Colin Burgess [taboulinoù]
  • Dave Evans [kan]
  • Larry Van Kriedt [gitar boud, sakso]
  • Angus Young [gitar]
  • George Young [gitar boud, taboulinoù] (hag enrolladur)
  • Malcolm Young [gitar, gitar boud]

C'hwevrer - Ebrel '74

  • Dave Evans [kan]
  • Neil Smith [gitar boud]
  • Noel Taylor [taboulinoù]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]

Ebrel - Gwengolo '74

  • Rob Bailey [gitar boud]
  • Peter Clack [taboulinoù]
  • Dave Evans [kan]
  • Dennis Laughlin [kan] - ur wezh an amzer
  • Angus Young [gitar)]
  • Malcolm Young [gitar]

Gwengolo '74 - Genver '75

  • Rob Bailey [gitar boud]
  • Peter Clack [taboulinoù]
  • Tony Currenti [taboulinoù] - evit enrolliñ hepken
  • Bon Scott [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • George Young (gitar boud) - evit enrolliñ nemetken
  • Malcolm Young [gitar]

Genver '75

  • Phil Rudd [taboulinoù]
  • Bon Scott [kan]
  • Larry Van Kriedt [gitar boud]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]

Genver - Meurzh '75

  • Phil Rudd [taboulinoù]
  • Bon Scott [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • George Young [gitar boud, kan] - ur wezh an amzer
  • Malcolm Young [gitar boud, gitar]

Meurzh '75 - Mai '77

  • Mark Evans [gitar boud]
  • Phil Rudd [taboulinoù]
  • Bon Scott [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]

Mezheven '77 - C'hwevrer '80

  • Phil Rudd [taboulinoù]
  • Bon Scott [kan]
  • Cliff Williams [gitar boud]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]

Ebrel '80- kreiz ar ble '83

  • Brian Johnson [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]
  • Cliff Williams [gitar boud]
  • Phil Rudd [taboulinoù]

1983-1988

  • Brian Johnson [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • Simon Wright [taboulinoù]
  • Cliff Williams [gitar boud]
  • Malcolm Young [gitar]

1989-1994

  • Brian Johnson [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • Chris Slade [taboulinoù]
  • Cliff Williams [gitar boud]
  • Malcolm Young [gitar]

1994-betek bremañ

  • Brian Johnson [kan]
  • Angus Young [gitar]
  • Malcolm Young [gitar]
  • Cliff Williams [gitar boud]
  • Phil Rudd [taboulinoù]

| 2006

Pladennoù[kemmañ]

  • 1974 - High Voltage (e Aostralia)
  • 1975 - T.N.T. (e Aostralia)
  • 1976 - High Voltage (etrebroadel)
  • 1976 - Dirty Deeds Done Dirt Cheap (e Aostralia)
  • 1976 - Dirty Deeds Done Dirt Cheap (etrebroadel)
  • 1977 - Let There be Rock
  • 1978 - Powerage
  • 1978 - If You Want Blood (pladenn live)
  • 1979 - Highway to Hell
  • 1980 - Back in Black
  • 1981 - For Those About to Rock
  • 1983 - Flick of the Switch
  • 1984 - '74 Jailbreak
  • 1985 - Fly on the Wall
  • 1986 - Who Made Who (evit film Stephen King "Maximum Overdrive")
  • 1988 - Blow Up Your Video
  • 1990 - The Razors Edge
  • 1992 - Live
  • 1995 - Ballbreaker
  • 1997 - Bonfire (evit enoriñ Bon Scott - get "live from atlantic studio" - "let there be rock (àr ar leurenn e Paris)" - "volts" ...)
  • 2000 - Stiff Upper Lip
  • 2008 - Black Ice
  • 2010 - Iron Man 2 (kendastumad, evit ar film Iron Man 2)

Gallery[kemmañ]