Telenn geltiek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur sonerez telenn vihan, e Kembre.

An delenn geltiek eo an anv a roer da veur a stumm telennoù bihan (telennoù pobl peurliesañ) a gaver e Kembre, Iwerzhon a Bro-Skos (hag e Breizh abaoe labour Jord Cochevelou hag e vab Alan Stivell).

Reishoc'h e vefe komz eus "telennoù keltiek" kentoc'h eget eus an delenn geltiek.

An telennoù keltiek hengounel :

  • Ar c'hCláirseach (pe Clàrsach). Telenn vihan a gaver en Iwerzhon hag e Bro-Skos (gw. Telenn skosat), dezhi kerdin metal. Ober a reer an "delenn varzhek" anezhi a-wezhioù ivez.
  • An delenn gembreat ("telyn"). Un delenn vihan heñvel ouzh ar c'hCláirseach a vefe bet e Kembre. Hiziv an deiz ez eo un delenn levezonet gant an delenn glasel (brasoc'h eget ar c'hCláirseach ha dezhi kerdin nilon pe gerdin bouzelloù).


An telennoù keltiek nevez :

  • Adalek ar bloavezhioù 50 / 60 e voe savet telennoù e Breizh hag e Bro-C'hall, anvet telennoù keltiek, telennoù levezonet gant c'hCláirseach, dezho ur stumm hag ur son dezho o-unan koulskoude. Brudet e voe seurt telennoù er bed holl gant an telennour Alan Stivell hag e bladenn "renaissance de la harpe celtique".
  • Telenoù keltiek tredan moanoc'h ha mistroc'h o stumm, levezonet gant stumm telennou ar Grennamzer.