Urzh an Erminig
« Urzh an Erminig » a oa un urzh a varc’hegiezh hag a voe krouet gant an dug Yann IV Moñforzh e 1381. E 1448 e voe staget outañ urzh ar penn-ed ha dont a reas Urzh an Erminig da vezañ Urzh an Erminig hag ar Penn-ed. Evit gouzout hiroc’h, lennit ar pennad diwar-benn an urzh-se.
E 1972 e voe krouet « Kolier an Erminig » evit enoriñ ar pennoù bras a labour evit kas sevenadur Breizh war-raok.
Taolenn |
An erminig[kemmañ]
Hervez ur vojenn, an Dugez Anna a oa o pourmen e Breizh p'he doa gwelet tud a oa chaseal un erminig. Pa oa en em gavet al loen war ribl ur poull-dour e tibabas talañ ouzh ar chaseourien kentoc’h eget kousiñ e vlev gwenn-kann gacht fank. Hag an Dugez Anna, fromet-kaer gant emzalc’h al loenig-se, da c'houlenn ouzh ar chaseourien chom hep lazhañ an erminig. Diwar neuze e tivizas ober eus an erminig hec’h arouez. « Kentoc’h mervel eget kousiñ » zo deuet da vezañ ger-ardamez Breizh (latin : « Potius mori quam foedari »).
Lakaet e voe an erminig, evit gwir, da ardamezoù duged Breizh gant Pêr kentañ Brizhkloareg (1213-1237, a oa ezel eus an diegezh Dreux. Mab e oa Pêr kentañ Brizhkloareg da Robert 1añ, ur mab da Loeiz VI. An Diegezh Dreux en doa ur skoed-ardamez gant karezennoù aour ha glas-pers hag ul lurell ruz. E 1316 e kemmas an dug Yann III an ardamezoù. Tennañ a reas ar c’harezennoù hag al lurell ha un torradur erminigoù a lakaat en o lec’h. Dont a reas da vezañ ardamez Breizh. Krouet e voe an erminig ardamezek neuze gant ur familh kapesian.
An urzh a vremañ[kemmañ]
Kolier an Erminig a vez roet bep bloaz, hiziv an deiz, da bevar den a ouestl o buhez da gas Breizh war-raok.
E 1972 e voe lakaet ar senedour Georges Lombard da brezidant ar CELIB (poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh) e lerc’h René Pleven. Abaoe 1951 e oa René Pleven prezidant ar CELIB hag evit trugarekaat hag enoriñ anezhañ e teuas ar mennozh gant Georges Lombard adkrouiñ an enor bet krouet gant an dug Yann IV. Roet e voe Kolier an Erminig da René Pleven d'an 29 a viz Gwengolo 1972 e Palez Kendalc'hioù Pondi, dirak pennoù-bras eus ar metoù politikel, sevenadurel hag armerzhel.
E 1973 e voe roet Kolier an Erminig da Jean Meveleg (prezidant Kambr rannvroel al Labour-Douar) ha d’ar c’helenner Gabriel Pescatore (prezidant Cassa per il Mezzogiorno, a savas, gant ar CELIB Kuzuliadeg broioù-mor trobarzhiat Europa).
E-pad 15 vloaz ne voe roet kolier an erminig da zen. Goulenn a reas ar CELIB neuze da genderc’hel da enoriñ tud. 73 den zo bet enoret abaoe 1972. 18 den, en o zouez, zo marvet hiziv.
Degemeridi[kemmañ]
- E 1972 e Pondi : René Pleven
- E 1973 e Roma : Gabriele Pescatore ; e Roazhon : Jean Meveleg
- E 1988 e Roazhon : Vefa de Bellaing, Pierre-Roland Giot, Polig Monjarret, Henri Kefeleg
- E 1989 e Naoned : Per Denez, Louis Lichou, Bernard de Parades, Maryvonne Quéméré-Jaouen
- E 1990 en Alre : Charlez ar Gall ha Chanig ar Gall, Milig ar Skañv (Glenmor), Joseph Martray, Albert Trevidig
- E 1991 e Kemper : Georges Lombard, Robert Legrand, Pierre Laurent, Per-Jakez Hélias
- E 1992 e Sant-Maloù : Ronan Huon, Yvonne Jean-Haffen, Michel Phlipponneau, Jordi Pujol
- E 1993 e Dinan : Anna-Vari Arzur, Herri Caouissin, Yann Poilvet, Jean Tricoire
- E 1994 e Gwened : Ivetig an Dred-Kervella, Pierre Lemoine, Yvonig Gicquel, Alan Stivell
- E 1995 e Gwenrann : Jacques Briard, Jean Fréour, Lois Kuter, Ivona Martin, Loeiz Ropars
- E 1996 e Pont-'n-Abad : André Lavanant, Joseph Lec'hvien, Pierre Le Treut, Rita Morgan Williams
- E 1997 e Kintin : Jean-Jacques Hénaff, Jean L'Helgouach, Dodik Jegou, Raymond Lebosse
- E 1998 e Gwitreg : Goulc'han Kervella, Henri Maho, Pêr Loquet, Naig Rozmor
- E 1999 e Naoned : Jean-Bernard Vighetti, Riwanon Kervella, Patrick Malrieu, Denise Delouche
- E 2000 e Pondi : Tereza Desbordes, Lena Louarn, René Vautier, Pierre-Yves Le Rhun
- E 2001 e Landerne : Rozenn Milin, Pierre Toulhoat, Marc Simon, Dan ar Braz
- E 2002 e Lannuon : Henri Lécuyer, Yves Rocher, Michael Jones, Robert Omnes
- E 2003 e Sant-Maloù : René Abjean, Angèle Jacq, Jean-Louis Latour, Gilles Servat
- E 2004 e Kastell-Briant : Albert Poulain, Yannig Baron, Mari Kermareg, Yann Goasdoue, Pierre-Yves Moign
- E 2005 e Loktudi : Ewa Waliszewska, Jean Kerhervé, Pêr Padelleg, Jean Ollivro
- E 2006 e Plañvour : Claudine Mazeas, Jean Pierre Vincent, Xavier Leclerc, Claude Sterckx
- E 2007 e Sant-Brieg : Rhisiart Hincks, Job an Irien, Martial Pézénnec, François Le Quémener
- E 2008 e Roazhon e-barzh Parlamant Breizh : Roger Abjean, Yvonne Breilly-Le Calvez, Viviane Hélias, Gweltaz ar Fur[1]
- E 2009 e Ankiniz : Jean-Christophe Cassard, Tugdual Kalvez, Yann-Fañch Kemener, Jean-Guy Le Floc'h[2], ha Mona Ozouf[3] e framm "Gouel al Levrioù e Breizh" e Gwenrann.
- E 2010 en Oriant, e-pad Emvod ar Gelted : Annaig Renault, Catherine Latour, André Chédeville ha Donatien Laurent.
- 2011 : bet roet Kolier an Erminig da Jozeb ar Bihan, Andrea ar Gouilh (mamm Nolwenn Korbell), Yann Choucq, hag André Pochon, e Kemper.
Daveoù[kemmañ]
- ↑ Le Télégramme de Brest, 1añ Here 2008
- ↑ Ouest-France an 12-13 Gwengolo 2009, pajenn Bretagne, pajenn 7
- ↑ Ouest-France an 3-4 Here 2009, pajenn Bretagne
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |