Yves Lainé

Eus Wikipedia
Yves Lainé e 2001.

Ganet eo bet Yves Lainé d'ar 7 a viz Meurzh 1937 e Naoned. Frammer en ur gompagnunezh treuzdougen dre vor eo bet. Skrivagner ha stourmer evit Breizh unvan eo bepred.

Adalek 1954 e tarempredas Kelc'h brezhon Naoned.

Heuliañ a reas studioù uhel war ar c'henwerzh ha yezhoù ar Reter (rusianeg ha japaneg) e Pariz.

Eus 1959 da 1967 e vevas en diavaez vro : servij soudard er verdeadurezh, stagad a renerezh en Air-France, frammer en ur stal c'hreantel e Brusel.

E 1967 e tistroas da Vreizh evel rener kenwerzhel Porzh emren Naoned-Sant-Nazer.

Emezelañ a reas er CELIB e 1970. E 1972 edo gant Yann Poupinot, Michel Noury, Patrick Maréschal, Michel François ha Jean-Louis Jossic e-touez krouerien Kreizenn sevenadurel keltiek Naoned.

Adalek 1973 edo e Komite ren ar CELIB. E-touez krouerien B5, kevredigezh a stourme evit adunvanidigezh melestradurel Breizh, e voe. Prezidant e voe war lerc'h Yann Poupinot.

Dic'hopret e voe gant ar Porzh emren e 1976, abalamour d'e stourmoù a c'heller krediñ. Lakaat a reas e implijer da vezañ kondaonet evit bezañ dic'hopret anezhañ hep abeg gwirion. Eus 1976 da 1997 eo bet rener an diorren er gompagnunezh Brittany Ferries. War e leve emañ bremañ.

E 1979 e voe war al listenn kaset gant Jean-Edern Hallier evit dilennadegoù Europa.

Emezelañ a reas e Skol-Uhel ar Vro. Prezidant rann eo bet etre 1989 ha 1997.

5vet e voe war listenn Peuple Breton, Peuple d'Europe e Liger-Atlantel evit dilennadegoù rannvro 1992.

Adalek 1997 e voe ezel eus ar c'hCUAB (Comité pour l'Unité Administrative de la Bretagne) deuet da vezañ goude Bretagne réunie/Breizh unvan. Ezel eo bet eus ar gomision-pad ha bezprezidant.

Ezel eo eus Kevredigezh Skrivagnerien Vreizh (Association des écrivains bretons). Prezidant e voe etre 2007 ha 2010.

Kaset en deus oberoù ha stourmadennoù a-bouez evit adunvanidigezh Breizh evel ezel eus kuzul-merañ Ajañs Sevenadurel Morvan Lebesque.

Anvet e voe da ezel e Kuzul Sevenadurel Breizh, bodad-aliañ kuzul Rannvro Vreizh, pa voe krouet e 2009. Chomet eo ezel betek 2012.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2012. Kañseller Urzh an Erminig eo abaoe miz Mezheven 2013.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Europe, rends nous la mer !, embannadurioù ar CELIB, 1976.
  • L'ambition de Bretagne d'un Nantais, éditions du Petit Véhicule, 2002.
  • De la pertinence des sociétés duales, Forum des droits humains, 2004.
  • Les ailes et le sang, éditions Cheminements, 2006, romant istorel.
  • Alfred K., zouave et communard, éditions Cheminements, 2008, romant istorel.
  • Chouan de Bretagne, éditions Ecrituriales, 2012, romant istorel.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]