Rozenn Milin

Eus Wikipedia

Rozenn Milin (*Lanniliz, 30 a viz Ebrel 1960) zo ur vicheregez er c'hleweled bet o labourat war-dro abadennoù brezhonek er skingomz TV Breizh hag er skinwel. Gopret e vooe gant Diazez Jacques Chirac evit merañ ar program Sorosoro. Aet e voe da brezidantez Kuzul Sevenadurel Breizh e Genver 2023.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Plougin e voe desavet en ur familh gounezerien ha brezhoneg a veze ganto. Studiet he deus Istor e Skol-veur Brest. O klask ledanaat he feadra, hag hi yalc'hadourez, e tegemeras kinnigadenn Fañch Broudig mont da vezañ kazetennerez vrezhonek e Radio Frañs Arvorig/Frañs 3. Kenderc'hel a reas gant ar vicher-se e Frañs 3 betek 2000, betek ma 'z eas da renerez TV Breizh.
Goude ma voe arsavet TV Breizh e 2003 ez eas da chom e meur a lec'h er bed, New-York ha Beijing en o zouez. Distroet eus Sina e 2006 e tiviz Rozenn Milin sevel ur program evit ma vevo yezhoù ar bed en ur pouezañ war o zalvoudegezh hag o klask enrollañ ar re wellañ eus o c'homzerien. Degemeret e voe an obererezh-se, anvet Sorosoro[1], gant Diazez Jacques hag embannet war an ton meur e 2008.
E 2017 e reas un droiad enrolladurioù brezhonegerien ampart a-drugarez d'un yalc'had digant Kef al Labour-douar Penn ar Bed.

Merkoù a enor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilennet e voe da Bretonne de l'année gant Armor magazine e 2000. Bet he deus Kolier an Erminig e 2001.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Manon Deniau, Rozenn Milin, ur simbol a esperañs. E-barzh Ya!, niv 922, 7 C'hwevrer 2023.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]