Anna Mouradova
Anna Mouradova zo ganet d’an 12 a viz Kerzu 1972 e Moskov, Rusia. Ur skrivagnerez hag ur gazetennerez eo. Treiñ a ra romantoù ha danevelloù e brezhoneg hag e rusianeg.
Taolenn |
Buhez [kemmañ]
Daoust dezhi bezañ bet savet e kêrbenn Rusia, ha ma veze komzet rusianeg er gêr, he deus desket ivez yezh he zad, an arameeg pe sirieg, hag a vez komzet en Iran, Irak, Siria ha broiou ar C'haokaz, hag ivez e kreisteiz Bro-Rusia. Desket he deus galleg ha saozneg er skol, ha latin ivez evit he flijadur. Dre ma oa dedennet Anna gant ar yezhoù keltiek he deus dibabet da bemzek vloaz deskiñ brezhoneg hec’h-unan gant levrioù roet gant Viktor Kalygin (un enklasker war an iwerzhoneg). Da c’houde, da naontek vloaz eo aet Anna da zeskiñ donoc’h ar brezhoneg da Roazhon. Chomet eo e Breizh etre 1992 ha 1994. Plijout a ra ar yezhoù da Anna ha dreist-holl ar yezhoù, ar yezhoù keltiek en o zouez, peogwir he deus desket ivez iwerzhoneg kozh, gresianeg kozh ha kerneveureg…
Studioù [kemmañ]
Graet he deus studioù er Skol-Veur MGLU (ur skol veur da zeskiñ alamaneg, galleg …) etre 1990 ha 1992. Da c’houde eo bet e Skol-Veur Roazhon etre 1992 ha 1994. Distreiñ a reas da skol-veur MGLU etre 1994 ha 1997. Etre 1997 ha 2002 e reas un dezenn war yezh kontadennoù ar Vretoned.
Oberennoù [kemmañ]
- Skrivet he deus danevelloù e-barzh ar gazetenn lennegel Al Liamm. Troet he deus ivez e brezhoneg romantoù ha danevelloù evit reiñ ar skrivagnerien rusianek da vezañ anavezet gant ar Vretoned: Anton Tchec'hov, Viktor Astafiev, Vladimir Tendriakov ha Rezo Gabriadze (Jorjian)..
Troidigezhioù [kemmañ]
- Rezo Gabriadze, Koutaisi, Embannadurioù Hor Yezh, 1994
- Viktor Astafiev Ludotchka (peder danevell), Skrid, 1998.
- Vladimir Tendriakov, Parania, Skrid, 1998.
- War ar stern: treiñ al levr skrivet e brezhoneg “Ma buhez e Rusia” gant Jarl Priel e rusianeg.
Savet ganti [kemmañ]
- Un dornad kraoñ-kelvez, 1998. ISBN 2-86863-109-6
- Kudennoù an treiñ diwar ar rusianeg e brezhoneg, Barn, Mouladurioù Hor Yezh, 1999. ISBN 2-86863-116-9
Prizioù [kemmañ]
Gounezet he deus ar priz Imram gant he romantoù e brezhoneg, ha roet e voe dezhi e Sant-Malo d’ar 5 a viz Here 1998.